Mont d’an endalc’had

The Durutti Column

Eus Wikipedia
Vini Reilly (The Durutti Column), Primavera Sound Festival, 2 a viz Gouere 2007

The Durutti Column a zo ur strollad sonerien saoz post-punk savet e 1978 e Manchester.[1] Er strollad e kaver ar gitarour ha soner piano Vini Reilly, ha peurliesañ an tabouliner Bruce Mitchell. Hag ivez Keir Stewart (gitar boud, kenaozerien ha harmonica) ha Poppy Morgan (piano)[2].

Izili gentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1978 e voe savet ur strollad gant Tony Wilson hag Alan Erasmus, hag a savfe Factory Records ur pennadig goude. Ennañ e oa sonerien bet izili eus Fast Breeder: Chris Joyce (taboulinoù) ha Dave Rowbotham (gitar). Ganto e teuas ar gitarour Reilly, hag a sone gitar er strollad punk Ed Banger and The Nosebleeds, ar c'haner Phil Rainford, ar soner kenaozer Stephen Hopkins hag ar soner gitar boud Tony Bowers. Rainford a guitaas ar strollad e miz Gouere.[1]

Ar strollad a sonas er Factory club hag ec'h enrollas div ganaouenn a voe embannet war ar bladenn gentañ embannet gant Factory Records, an dastumad anvet A Factory Sample (ur bladenn 7" doubl, gant tonioù gant Joy Division,John Dowie ha Cabaret Voltaire). Dres a-raok enrollañ o fladenn gentañ e savas diemglev etre Wilson hag Erasmus evit a selle ouzh dibab ar produour, Martin Hannett. Lod brasañ izili ar strollad, war-bouez Reilly, a savas The Mothmen, ha Joyce and Bowers az eas da seniñ e Simply Red.

Azalek ar mare-se e voe The Durutti Column raktres personel Reilly. Bruce Mitchell ha sonerien all a gemeras perzh gwech ha gwech all, pe evit seniñ pa veze enrollet pladennoù, pe evit seniñ war al leurenn. Gant Mitchell ha Wilson e voe meret ar strollad e-pad ma oa produet gant Factory hag e-pad meur a vloaz goude freuz-stal an ti-embann.

Diazezet eo anv ar strollad war hini Buenaventura Durruti, hag a oa e penn ur bagad anarkourien e-pad Brezel Spagn. E 1967 e voe embannet un trakt anvet Distro bagad Durruti gant Etrevroadel saviadelour hag anvet e voe "The Return of the Durutti Column" pladenn gentañ ar strollad.

1979-1990: Factory Records

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar bladenn gentañ, The Return of the Durutti Column (1980) he zitl, e kenlabouras Reilly gant ar produer Martin Hannett. Embanandur kentañ ar bladenn a voe gwerzhet en ur golo paper-traezh (bet fardet gant meur a zen eus Factory, evel — hervez Wilson — Joy Division[3]). Ar mennozh a zeue eus al levr anvet Eñvorennoù gant Guy Debord hag a oa ivez goloet gant paper-traezh. Ar sonerezh a oa gwall zisheñvel diouzh ar sonerezh post-punk a veze graet d'ar mare-se, daoust ma'z embannas Reilly e oa un arzour eus al luskad "new wave".[4] Ouzhpenn an albom e oa ur bladenn bleg (flexidisc) warni daou don bet savet gant Hannett e-unan.[1]

Golo LC

LC a voe embannet e 1981. Enrollet e voe hep Hannett, met gant an tabouliner Bruce Mitchell. Ar bladenn EP Deux Triangles a zeuas er-maez e 1982. Ur bladenn warni tri zon sonet gant ur piano ha tamm gitar ebet eo. Reilly ha Mitchell a savas o-unan Another Setting (1983) met e 1984 e kreskas ar strollad hag e voe degemeret ennañ Richard Henry (trombon), Maunagh Fleming]] (korn saoz hag oboell), Blaine Reininger (violoñs ha violoñs alto), Mervyn Fletcher (saksofon), Caroline Lavelle (violoñsell) ha Tim Kellett (trompilh). An albom Without Mercy, bet kempennet gant John Metcalfe, a oa ur bladenn sonerezh nemetken, diazezet war ar barzhoneg La Belle Dame sans Merci: A Ballad gant John Keats.

Golo Another Setting

Kellett and Metcalfe a chomas er strollad, hag asambles gant Reilly ha Mitchell e savjont Circuses and Bread (Factory Benelux, 1985) ha Domo Arigato, ur bladenn bet enrollet war al leurenn e Tokyo, hag a voe ar bladenn sonerezh pop kentañ bet embannet e stumm ur CD er Rouantelezh-Unanet.

Golo Domo Arigato

An albom anvet The Guitar and Other Machines a zeuas er-maez e 1987. Produet e voe gant Stephen Street, hag a broduas ivez Viva Hate (1988) gant Morrissey, ma son gitar Reilly.

Golo Vini Reilly

An albom anvet Vini Reilly a zeuas er-maez e 1989, ha produet e voe gant Reilly ha Street. Warni e klever sample sonerezh ha kan (Otis Redding, Tracy Chapman, Annie Lennox, Joan Sutherland).[1]

Mitchell a sonas war un ton nemetken war an albom Obey the Time (1990). Ar peurrest eus ar bladenn a voe savet gant Reilly e-unan. Ur bladenn ma klever levezon ar sonerezh elektronek eo.

Golo Obey the Time

1990 ha goude : goude Factory

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar pemp bloaz da-heul freuz-stal Factory Records ne voe embannet nemet ur bladenn gant The Durutti Column : Lips That Would Kiss (1991), un dastumadeg single ha tonioù chomet diembann pe bet embannet gant Factory Benelux eo. Da-heul e teuas Dry (1991) ha Red Shoes (1992), ma klever enrolladennoù disheñvel eus tonioù bet enrollet a-raok hag un nebeud re all chomet diembann betek-henn.

Golo Red Shoes

E 1993 e klaskas Tony Wilson adsevel Factory Records, ha Sex and Death a voe ar bladenn gentañ embannet gant Factory Too (un is-rann eus London Records). Produet e voe gant Stephen Street, ha Mitchell, Metcalfe ha Peter Hook (New Order) agemras perzh er raktres. Time Was Gigantic ... When We Were Kids a voe embannet e 1998 ha produet gant Keir Stewart. Stewart a sonas ivez war tonioù zo, hag abaoe en deus kenlabouret meur a wech gant Reilly.

Etre 1996 ha 1998 e voe adembannet gant Factory Too/London an eizh albom (The Return of the Durutti Column, LC, Another Setting, Without Mercy, Domo Arigato, The Guitar and Other Machines, Vini Reilly hag Obey the Time) a oa bet embannet gant Factory Records.

Echu e voe gant Factory Too e 1998, ha neuze e voe produet pladennoù The Durutti Column gant tiez-embann dizalc'h evel Artful Records (Rebellion e 2001, Someone Else's Party e 2003, Keep Breathing e 2006, Idiot Savants e 2007) pe gant Kookydisc (Tempus Fugit e 2004, Sunlight to Blue . . . Blue to Blackness e 2008).

Arvesterien pe get?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film 24 Hour Party People e weler Vini Reilly o seniñ en Haçienda, ha n'eus den ebet er sal. En displegadennoù a ya da-heul an DVD e klever Tony Wilson o lavarout ez eo direizh, rak selaouerien en doa Vini Reilly : "ma kasit anezhañ da Bortugal e vo 200 arvester, ma kasit anezhañ da Bariz e 800 arvester, hag e Manchester e vo 500 pe 600 anezho".

Pladennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Return of the Durutti Column (Factory FACT 14, 1980 - golo orin ar bladenn vinil graet gant paper-traezh - adembannet e 1996 e CD : fazioù e roll an tonioù hag un ton eus ar bladenn vinil ('Beginning') a vank) (#7)
  • LC (Factory FACT 44, 1981) (#12)
  • Deux Triangles EP (Factory Benelux FBN10, 1982)
  • Another Setting (Factory FACT 74, 1983 -fazioù e roll an tonioù en holl CDioù) (#4)
  • Amigos Em Portugal (Fundação Atlântica, 1983 - adembannet e CD gant Kooky e 2005) (#11)
  • Without Mercy (Factory FACT 84, 1984) (#8)
  • Say What You Mean, Mean What You Say EP (Factory FAC 114, 1985 - ouzhpennet war ar CD Without Mercy) (#5)
  • Circuses and Bread (Factory Benelux FACD 154, 1986 - adembannet e 1993 gant ur golo nevez gant Les Disques Du Crepuscule, titl : "Bread and Circuses") (adembannet gant LTM e 2008 gant ar golo orin ha 9 c'hanaouenn ouzhpenn LTMCD 2510)(#11)
  • The City of Our Lady (Factory Fac 184/A, 1986) gant Debi Diamond (#46)
  • Greetings Three EP (Materiali Sonori MASO 70003)
  • The Guitar and Other Machines (Factory FACT 204, 1987) (#13)
  • Vini Reilly (Factory FACT 244, 1989) (#5)
  • Obey the Time (Factory FACT 274, 1990)
  • Sex and Death (Factory Too/London, 1994)
  • Fidelity (Les Disques Du Crepuscule, 1996)
  • Time was Gigantic ... When we Were Kids (Factory Too/London, 1998)
  • Rebellion (Artful CD40, 2001)
  • Someone Else's Party (Artful CD49, 2003)
  • Tempus Fugit (Kooky kookydisc019. 2004)
  • Heaven Sent (It was called digital. It was Heaven sent) (F4, 2005 - c'hwec'h ton, da bellgargañ nemetken)
  • Keep Breathing (Artful CD52, 2006)
  • Idiot Savants (Artful CD62, 2007)
  • Sunlight to Blue ... Blue to Blackness (Kooky kookydisc027, 2008)
  • Treatise on the Steppenwolf OST (LTM CD2518, 2008)
  • Love in the Time of Recession (Artful CD64, 2009)

Pladennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Short Stories for Pauline (FBN36) - Chomet diembann. An tonioù a gaver war 'Lips That Would Kiss' hag adembannadur Circuses and Bread. 1983.
  • The Sporadic Recordings (TTTTTTTTT CD, 1989 - demo ha tonioù chomet diembann - Vini Reilly, ket DC)
  • Dry (Materiali Sonori, 1991 - dastumadeg tonioù savet er bloavezhioù 1980 ha chomet diembann)
  • Red Shoes (Materiali Sonori, 1992 - dastumadeg tonioù savet er bloavezhioù 1980 ha chomet diembann ha Greetings Three EP)
  • Return of the Sporadic Recordings (Kooky, 2002 - CD doubl - adembannadur Sporadic gant tonioù diembann ouzhpennet)
  • Sporadic Three (Kooky, 2007 - dastumadeg tonioù chomet diembann)

Pladennoù enrollet war al leurenn (live)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Live At The Venue (VU, 1983 - enrollet er Rouantelezh-Unanet, 1983 - pladenn vinil orin : 4000 skouerenn - adembannet e CD e 2004)
  • Domo Arigato (live) (Factory FACT 144, 1985 - enrollet e Japan 4/85)
  • One Night In New York (US ROIR - cassette only release in 1987, CD 1993 - CD adembannet e 1999, adanvet "A Night In New York" gant tonioù ouzhpenn ha fazioù e roll an tonioù)
  • Live in Bruxelles 13 August 1981 (LTM CD 2008, gant un atersadenn skingomz gant Vini Reilly)

Dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Valuable Passages (Factory FACT 164 UK/Relativity US, 1986 - LP doubl, CD)
  • The First Four Albums (Factory, 1988 - 4 CD set of Return Of, LC, Another Setting and Without Mercy/Say What You Mean... - Return Of disc has original LP tracks, in correct order)
  • Lips That Would Kiss (Factory Benelux CD, 1991 - single eus penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 ha tonioù chimet diembann betek-henn)
  • The Best Of The Durutti Column (WEA UK, 2004 - CD doubl)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.