Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz
Therese Mathilde von Mecklenburg-Strelitz (1773–1839), a oa ur briñsez alaman, c'hoar d'ar rouanez Luise, hag a deuas da vout priñsez Thurn und Taxis goude dimeziñ d'ar priñs Karl Alexander von Thurn und Taxis.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklenburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782) e bried kentañ. C'hoar e oa:
- da Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz ( 1769 -1818)
- da Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776- 1810)
- da Friederike von Mecklenburg-Strelitz (1778- 1841)
- da Georg (1779-1860), dug-meur Mecklenburg-Strelitz
Bugelig 9 bloaz e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer, Charlotte von Hessen-Darmstadt (1755–1785). Adalek 1786 (13 vloaz e oa) e voe savet Therese hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez.
Dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mae 1789 e voe dimezet Therese da Karl Alexander, 5vet Priñs Thurn ha Taxis en Neustrelitz, Mecklenburg-Strelitz. Hennezh a oa mab da Karl Anselm, 4vet Priñs Thurn ha Taxis ha d'e bried Auguste von Württemberg.
Nizez e oa Therese da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, a oa dimezet da George III, roue Bro-Saoz, ha hennezh en doa graet ar jubenn hag a daolas evezh ma c'hallje Therese derc'hel d'he relijion brotestant.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh bugel o doe Therese ha Karl Alexander :
- Charlotte Luise von Thurn und Taxis (Meurzh 1790 – Here 1790), marvet da 7 miz,
- George Karl von Thurn und Taxis (Meurzh 1792 – Genver 1795), marvet a-raok e 3 bloaz
- Maria Theresia von Thurn und Taxis (1794 – 1874)
- Luise Friederike von Thurn und Taxis (1798-1798)
- Maria Sophia von Thurn und Taxis (1800-1870)
- Maximilian Karl, 6vet Priñs Thurn und Taxis ( 1802–1871)<
- Friedrich Wilhelm von Thurn und Taxis (1805–1825)
Besterd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anaoudegezh a reas gant un diplomat bavarian, ar c'hont Maximilian von Lerchenfeld, pe Maximilian, Graf von und zu Lerchenfeld auf Köfering und Schönberg (München, 1772 – Kassel, 1809). Hennezh a oa dimezet e Mae 1789 da Maria Anna Philippine Walburga Groschlag von Dieburg, hag ur mab o doa bet.
Bugale o doe Therese hag ar c'hont. Unan a voe Kont von Stockau; ar re all a voe anvet von Stargard[1]. en o zouez:
- Georg Adolf, Kont von Stockau (Dresden, Rouantelezh Sachsen, 6 a viz Mae 1806 – kastell Napajedl, Maehren, 4 a viz Ebrel 1865, beziet e kript chapel kastell Napajedl),, Franziska de Paula Maria Elisabeth, Kontez von Fünfkirchen (Vienna, Austria.
- Amalie, anvet „Amalie Stargard“ en-ofisiel, hag a voe adverc'het goude gant an tiegezh Lerchenfeld, anavezet ivez evel Amalie von Sternfeld (Regensburg, 1808 – Tegernsee, 1888), dimezet e Köfering, 31 a viz Eost 1825 da Georg-Alexander, Freiherr von Krüdener (1786 – 1852), ha bugale dezhi.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1790 Anne-César, Chevalier de la Luzerne, Kannad Bro-C'hall e Breizh-Veur, a gemennas e oa bet soñjet e pried Therese evel roue stad nevez an Izelvroioù Aostrian hag e oa prest moereb Therese, ar rouanez Charlotte, da reiñ harp d'ar mennozh-se; kement-se avat ne oa ken nemet brud, ha Charlotte hag he fried, ar roue George III, a gave ne oa ket Karl Alexander a renk uhel a-walc'h evit bezañ lakaet da roue.
Therese ha Karl Alexander a oa o chom, da gentañ (betek 1797) e Palez Thurn und Taxis en Frankfurt am Main. Perzh bras a gemeras Therese e mererezh tiegezh ar Priñs ha hini e zouaroù. Adalek deroù o dimeziñ, tost da vat, eo Therese a rae war-dro darempredoù diavaez he fried. E 1797 e voe anvet Karl Alexander da Vestr Jeneral ar Post ha da Bennkomiser an Dael Impalaerel Hollbad e Regensburg, kêr ar Reichstag peurbadel (abaoe 1664). Ha Therese adarre a reas war-dro mererezh ar post.
E-kichen da se e oa troet ivez gant an arz hag al lennegezh[2] Degemer a rae en he saloñs barzhed ha skrivagnerien evel Jean Paul, Friedrich Rückert, Johann Kaspar Lavater, ha Friedrich Gottlieb Klopstock.[3].
Mont a reas ar priñs, he fried, da Bariz, pedet ma oa bet gant Napoleone Buonaparte da zont da studiañ raktresoù politikel nevez gantañ, hag eno e chomas e-pad bloavezhioù. E-keit-se ec'h orgedas Terese ouzh un diplomat bavarian, ar c'hont Maximilian-Emmanuel Lerchenfeld. Bugale o doe, e-kuzh war a hañval.
Goude da Napoleon stagañ Priñselezh Thurn und Taxis ouzh Rouantelezh Bavaria en 1806, diskar an Impalaeriezh Santel ha krouiñ Kengevredad ar Roen, a zegasas fin ar Reichspost Impalaerel.
Evel he c'hoar Luise von Mecklenburg-Strelitz, rouanez Prusia, ne deuas ket a-benn da varc'hata gant Napoleon. Diwezhatoc'h, e-pad Kendalc'h Vienna, e tifennas brav interestoù tiegezh Thurn und Taxis.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Dugez Therese a varvas en Taxis, Regensburg, da 65 bloaz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://genealogy.euweb.cz/meckl/meckl7.html
- ↑ Kalmus, a. a. O., S. 430f.
- ↑ Dallmeier, Schad, a. a. O., S. 90.