Mont d’an endalc’had

Victorinus

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Marcus Piav(v)onius Victorinus a oa un impalaer eus an Impalaeriezh c'halian etre 268 ha 270 pe 271 goude ren berr Marcus Aurelius Marius.

Eus ur familh pinvidik e teue ha soudard e oa e-pad ren Postumus. An titl a d-"tribunus praetorianorum" a oa gantañ e 266/267 ha konsul e voe asambles gant Postumus e 268 pe 267. Goude marv Marcus e voe anvet Victorinus da impalaer gant e soudarded en Augusta Trevorum ( a zo hiriv Trier en Alamagn). Anavezet e voe da impalaer gant proviñsoù Galia hag Enez Vreizh, met gant re Spagn ne voe ket hag ar re-se a chomas en Impalaeriezh roman.

Ret e voe dezhañ adkemerout Augustodunum Haeduorum ( a zo Autun hiriv), pa felle d'ar gêr-se mont en-dro e-barzh an Impalaeriezh roman. E-pad seizh miz e voe sezizet ar gêr ha peurbeliet ? goude ma voe kemeret.

E 270 pe 271 e voe muntret Victorinus gant Attitianus, un ofiser en defe debochet e wreg. Mamm Victorinus, Victoria, a zalc'has ar galloud un tammig goude e varv hag urzh a roas evit ma vije lakaet da zoueez. Hi a baeas al lu evit ma vefe choazet Tetricus de vont war-lerc'h e vab.

Unan eus an Tregont Mac'homer e ra anezhañ an Historia Augusta. Hervez ar skrid-se en doa ur mab, Victorinus ar Yaouankañ, a voe lakaet da impalaer war e lerc'h met hennezh a voe muntret hogozik diouzhtu.



En e raok:
Marcus Aurelius Marius
Impalaer an Impalaeriezh c'halian
268 - 270 pe 271
War e lerc'h:
Domitianus pa/ha Tetricus I