Yell
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Triticum spelta | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Liliopsida | ||||
Urzhad : | Poales | ||||
Kerentiad : | Poaceae | ||||
Genad : | Triticum | ||||
Anv skiantel | |||||
T. spelta
L. | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar yell (Triticum spelta) a zo ur spesad gwinizh, bet a-bouez adalek oadvezh an arem betek ar Grennamzer. Hiziv an deiz e vez gounezet c'hoazh e-kreiz Europa da skouer. Gwelet e vez gant reoù 'zo evel un isspesad eus ar gwinizh (Triticum aestivum).
Daou zoare yell zo : ar yell bras (Triticum spelta) hag ar yell bihan (Triticum monococcum).
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur spesad hekzaploïd eo ha diskouezet eo bet gant ar genetik eo un hiron eus ur spesad ed all hag ar geot Aegilops tauschii. Er Reter Nesañ eo c'hoarvezet ar paradur-mañ moarvat rak tu-se e kresk Aegilops tauschii. C'hoarvezout a reas an dra-se kent donedigezh war-wel gwinizh boutin, war-dro 8000 bloaz'zo.
Boud produet a c'hell dre ur paradur etre Triticum dicoccon ha gwinizh boutin met goude paradur ar gwinizh tetraploid gant Aegilops cylindrica. Dre ar seurt paradur-se e oa bet krouet en Europa rak kalz diwezhatoc'h e teu war-wel er c'hevandir-se eget en Azia. Harpañ a ra enklaskadennoù genel nevez ar vartezadenn-mañ[1] met n'eo ket skler c'hoazh hag en-deus ar yell daou orin pe unan nemetañ[2],[3]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskouez a ra an arkeologiezh e oa yell e Treuzkaokazia er pempvet milvad kent Jezuz-Krist Dija met en Europa eo e oa boutinañ[4] Kavet e oa bet restachoù a yell e lec'hiennoù eus nevezoadvezh ar maen (2500 - 1700 kt J-K) e Kreiz-Europa[4],[5] E-pad prantad an arem en em skrignas e-barzh an holl gevandir hag e-pad prantad an houarn e oa an ed pouezusañ e su bro Alamagn hag e Preden[6]
E-pad ar Grennamzer e veze gounezet e Suis, Tirol ha su Alamagn. Enbarzhiet e voe en Amerika er bloavezhioù 1890 met erlec'hiet e voe e-pad ar XXvet kantved gant ar gwinizh. Implijet eo gant al labour-douar bevoniel, avat, rak n'en-deus ezhomm eus kalz temz.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Blatter RH, Jacomet S, Schlumbaum A (2004). About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes.. PubMed. Kavet : February 14, 2006.
- ↑ Blatter,R.H. et al. (2004). "About the origin of European spelt (Triticum spelta L.): allelic differentiation of the HMW Glutenin B1-1 and A1-2 subunit genes" (html).
- ↑ Ehsanzadeh, Parviz (1999). "Agronomic and Growth Characteristics of Spring Spelt Compared to Common Wheat" (pdf).
- ↑ 4,0 ha4,1 Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
- ↑ Akeret, Ö. (2005). "Plant remains from a Bell Beaker site in Switzerland, and the beginnings of Triticum spelta (spelt) cultivation in Europe" (html).
- ↑ Cubadda, Raimondo and Marconi, Emanuele (2002). "Spelt Wheat in Pseudocereals and less Common cereals: Grain Properties and utilization Potential (eds. Belton, Peter S.; Taylor, John R.N.)" (html).
- Padulosi, Stefano, Karl Hammer and J. Heller (1996). Hulled Wheats. Promoting the conservation and use of underutilized and neglected crops. 4. Proceedings of the First International Workshop on Hulled Wheats 21-22 July 1995, Castelvecchio Pascoli, Tuscany, Italy.
- Zohary, Daniel and Maria Hopf (2000). Domestication of plants in the Old World. Oxford : Oxford University Press. ISBN 0-19-850356-3.
Ed |
|
---|---|
Amarant · Heiz · Gwinizh-du (ed-du) · Fonio · Daeroù Job · Kañiwa · Maiz · Mell · Kerc'h · Kinoa · Riz · Segal · Sorgo · Yell · Tritikal · Tef · Riz Gouez · Gwinizh |