Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Fiakr

Eus Wikimammenn
◄   Stephan Fiakr Roza Viterb   ►


Trede devez a viz Gwengolo


SANT FIAKR
Patron ar Jardinerien (VIIet kantved)



Fiakr, ginidik eus an Iverzon, a dec’has eus e vro, en kreiz e yaouankiz, hag a deuas gant eun nebeut mignoned da gaout sant Faron, eskob Meaux, da c’houlean digantan eul lec’h distro d’ober pinijen. An eskob santel a gasas an divroad yaouank en eur c’hoad en devoa, diou leo bennak diouz Meaux.

Eno, Fiakr a zavas eur manati evit rei digemer ennan d’ar bardonerien ha d’an dremenidi, ha tostik d’ezan, mes distag koulskoude, eur peniti evitan e-unan hag eun ti-bidi en enor d’ar Werc’hez Vari. Rannan rê gant ar beorien ar frouez a zastume diwar eun dachen eus ar c’hoad, en devoa dizoloët ha grêt douar-labour anezi.

Ar vrud eus e vertuziou a yeas buhan dre ar vro, hag an dud klanv hag an dud mac’hagnet a veze douget en harz e dreid. Awalc’h oa d’ezan astenn e zaouarn warneze evit o farean.

Chillen, eur c’henvroad kar d’ezan, goude bezan bet o pardonan en Rom, o vezan klevet hano anezan, a deuas d’e welet hag a chomas da vevan gantan eur pennad.

Fiakr a varvas, war-dro ar bla 670, hag a oe sebeliet en e dibidi. E ve a deuas da vezan brudet dre ar miraklou a c’hoarvezas war e dro. Eun niver bras a rouaned hag a rouanezed a roas profou kaer evit kempenn arched e relegou, a oa gwechall unan eus ar re gaeran a oa en Frans. Er bla 1641, ar rouanez Anna ’n Autrich a deuas, war he zroad, eus Monceaux da Zant-Fiakr, evit e drugarekât da vezan roët d’ezi eur mab, da vezan pareet he fried Loeiz XIII, p’oa bet klanv en Lyon, ha da vezan he fareet he-unan, p’oa bet klanv gant eur c’hlenved ha ne ouie ar vedesined netra ebet dioutan. Loeiz XIV, ar roue bras, a yeas gant e bried da bardonan da Zant-Fiakr, en miz gouere 1683 ; tri bla goude, oe red flanchan anezan, ’n eun doare danjerus. Bossuet, an eskob brudet, a deuas neuze da Zant-Fiakr da gommans eun naved evitan, a oe peurc’hrêt gant ar venec’h.

Eleiz a zent, hag en o zouez sant Visant a Bol ha sant Fransez a Zal, a yeas ive da bardonan da Zant-Fiakr ; sant Fransez a lakas stagan ouz ar be eun ex-voto hag a weler c’hoaz.

————


BOKED


Me ’m eus plantet, Apollon en deus douret ; Doue, avat, eo en deus laket an treo da greski.

An hini a blant n’eo netra, nag an hini a zoura ; an hini a lak an treo da greski, Doue, hennez eo a ra pep tra,

Sant Pol I. Ad. Cor. III. 6, 7.