Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1912/Justin

Eus Wikimammenn
◄   Lidwina Justin Per Gonzalez   ►


Pevarzekvet devez a viz Ebrel


SANT JUSTIN
Merzer



Justin, mab da Briskus, a deuas er bed en Naplouz, er Samari, kant vla bennak goude donedigez Hon Zalver. Troet oa kalz gant ar studi, hag e yaouankiz pen-da-ben a dremenas o heuilh ar skoliou brudetan eus e amzer. Koulskoude, daoust pegen bras doktored a oa ar vistri a zaremprede, e kave tenval ar gelennadurez a roent war an Otrou Doue.

Eun devez ma oa e-unan war an teven, o vont hag o tont hed-a-hed an ôd, en em gavas gant eur c’hristen, eun den kaer da welet hag hen koz bras. Heman a roas d’ezan da anaout n’en devoa nemet pedi ha lenn ar Skritur-Zantel d’ober, ma felle d’ezan tizout ar wirione.

Justin a reas evel m’oa bet kemennet d’ezan ; o welet pegen brao oa deut da wir kement a oa bet embannet diwar-benn Jezuz-Krist, mill bell arôk e c’hinivelez, hag o welet pegement a nerz a oa en kalon ar gristenien a roë o bue evit anzav oa Jezuz-Krist Doue, ec’h anavezas ne oa ken relijion nemet hini ar gristenien.

Goude e vadeziant, war-dro ar bla 137, e talc’has da zougen e vantel a zoktor ha da vale eus an eil bro d’eben, ken evit deski dre mac’h ee, ken evit embann e fe endro d’ezan.

Diou wech ec’h eas da Rom. Eno e tigoras eur skol ; eleiz a ziskibien en devoa enni, ha rei a reas d’eze kenteliou uhel ha gouiziek. Hogen, d’ar mare ze, ar gristenien n’hellent ket nemeur bevan dienkrez. Eul lizer a oa bet kaset, er bla 112, gant an impalaer Trajan, da Blin, gouarner ar Bithyni, hag a lavare :

« Arabad ober enklask da c’houzout ha bezan zo kristenien dre ar vro. Kondaoni ’renker, avat, ar re a zo tamallet da vezan kristen hag a anzav o fe, evel ma renker lezel da vale ar re n’int ket bet biskoaz pe ne dint mui, hag a ya d’adori an doueou. Arabad, koulskoude, klask trabas ouz an dud tamallet, pa n’anavezer ket piou ve bet ouz o zamall. »

Grêt e oe diouz ma lavare al lizer. Justin a skrivas neuze d’an impalaer Antonin eul lizer-all kalonek evit difenn ar gristenien.

« 1° Ar gristenien, emezan, n’int na tud dizoue, na tud a vue fall, na tud a drouz ; ar gristenien n’eus torfed ebet da damall d’eze ; ha ma o c’hastizer, hen grêr abalamour d’o hano ha netra ken, hag an dra-ze a zo eun dislealded hep he far.

» 2° An dud-all a zo libr da heuilh ar relijion a garont, pe da chom hep heuilh hini, ma kavont gwell. Perak ar gristenien hepken a vefe harzet d’ober herve o c’hreden ?

» 3° Relijion Jezuz-Krist a deu digant Doue ; anat eo an dra-ze dre furnez he gourc’hemennou ha dre ar vad a ra d’an den. — Relijion ar baganed, er c’hontrol, a zo savet gant an drouk-spered ; anat eo dre ma ra d’an den en em goll en denvalijen, en em stlejan en hudurnez ha kouezan izeloc’h evit al loened.

» Ar wirione zo gant relijion Jezuz-Krist ; red eo eta paouez da wall-gas ar gristenien. »

An impalaer ne reas stad ebet eus al lizer-ze ; ha pemp bla goude e kavomp, en unan eus skridou sant Justin, ar c’homzou-man :

« Ar Judevien hag ar baganed, emezan, a wall-gas ac’hanomp a bep tu ; laerez a reont hon madou ha ne lezont ganimp hon bue nemet pa n’hellont ket he lemel. Mes seul-vui a boaniou a c’houzanvomp, seul-vui e kresk an niver ac’hanomp. »

Er bla 160, Justin a skrivas adarre da zifenn ar gristenien ; er wech-man, e kasas al lizer da Senat Rom ; ar ger skedus-man a gavomp ennan :

« Ar verzerenti eo unan eus an testeniou splannan eo ar relijion gristen ar gwir relijion. Sokrat, unan eus ar sperejou kaeran eus an amzer goz, ne gavas ket eun diskib da vervel evitan. Jezuz en deus kavet eur bern testou : labourerien ha tud a renk izel, doktored ha tud a renk uhel a anzav e gelennadurez betek ar maro ; ar pez a ziskouez eman Doue a-du gante, rak aneze o-unan ne c’houzanvfent ket ar pez a c’houzanvont. »

Justin ne oe ket gourdrouzet muioc’h goude al lizer-ze evit ne oe goude ar c’hentan. Dre eno, e weler e c’helled, epad an eil kantved, skrivan ha prezek ar relijion, zoken en Rom, hep droug ebet, keit ma ne vezed ket tamallet gant unan bennak.

Er bla 163, Krescent, eun doktor hag a oa bet dispennet ken brao ha tra e lavariou treuz d’ezan gant sant Justin, e ziskuilhas. Hepdale e oe stlejet, gant c’houec’h kristen-all, dirak lez-varn Rustikus, prefed Rom.

— Rak-se ’ta, eme heman, c’houi zo kristen ?

— Ya, eme Justin, a drugare Doue, kristen on.

Ar prefed a reas e skourjezan hag e zibennan. Kerkent ha ma oe diskennet war e dâl kurunen gaer ar verzerenti, kristenien a deuas en kuz da zamman e gorf ha d’hen sebelian gant enor.

Ar pab Leon XIII a c’hourc’hemennas ma vije lavaret e ofis hag e oferen dre an Iliz a-bez.

————


KENTEL


Den a spered, den a galon


Sant Justin a oa eun den a spered, eun den a emgleo, eun den muioc’h troet da skoulman ar peuc’h evit da hadan ar brezel.

Klask a reas lakat an Iliz hag ar Gouarnamant d’en em unani. Ma vije bet grêt dioutan, an Iliz ha Gouarnamant Rom a vije bet êt dorn ha dorn, daou-c’hant vla bennak arôk Konstantin.

Sant Justin a oa eun den a galon ; ne oa nag eskob na beleg ; ha koulskoude e tifennas an Iliz dirak pennou-bras an douar, evel ne reas nikun en e rôk. Dre eno e ro d’imp da anaout eo eun dever evit pep-hini ac’hanomp difenn gwiriou an Iliz, herve e c’halloud. Rak arabad fazian ; an Iliz n’eo ket tra heman pe tra hen-hont ; an Iliz eo tra an holl, ha presiusan tra, zoken, a zo war an douar. Pa glasker he diskar, he bugale, holl gwitibunan, a dle he harpan gant kement o deus a zanve en o zi, a spered en o fenn, a wad en o c’halon.