beg
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
beg /ˈbeːk/ gourel (furm vihanaat : begig, liester begoù)
- Penn uhelañ un dra bennak.
- Beg ar c'hrav. — (?, p. ?.)
- - Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc'hoazh, e-lec'h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c'henou ? — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Penn uhelañ un dra bennak.
- Genoù.
- Serr da veg. Serrit ho peg. — (?, p. ?.)
- Ur beg abred, ur beg a-raok
- Mari a vez gant he beg abred ivez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 11.)
- Bezañ hir e veg: bezañ begek, teodek
- Ar vugale-mañ zo hir a-walc'h o beg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 217.)
- ober e veg da ub : lavarout dezhañ petra a ranko lavarout
- N'eo ket bras a-walc'h da veg da lavarout ker Roc'h?
- A verk ar c'houlz: deroù (ar miz, ar bloaz)
- Se a oa e beg an eost . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 37.)
- Ha beg an hañv o tont ... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 37.)
- beg ur stêr: an aber anezhi
- beg ur menez: al [lein]] anezhañ
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Dre o beg e tozv ar yer.
- Re ziwezhat eo da harz
Pa vez aet ar beg e-barzh - Tri zra a lak ar bed da vont :
Beg ar soc'h, beg ar vronn,
Ha beg an ibil pa vez sonn.
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Saozneg
Verb
beg
- goulenn
- beg for mercy : goulenn truez.
- goulenn, klask bara
- beg for food