dezhañ
Neuz
Brezhoneg
Furm araogenn
dezhañ /ˈdeː(z)ã/
- Furm an araogenn da, displeget en trede gour unan gourel.
- Ar c'hure paour ... a blije dezhañ ur bannac'hig. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- Meur a wech e pokas dezhañ, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 159.)
- ... ; rak an neb en deus c'hoant da lazhañ e gi a gav atav ur c'hleñved dezhañ : ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 12.)
- Melegan, mentet kaer, daoulagad dilufr dezhañ, ur varodenn rouez war gorre e vuzell, ha, war e elgez, ur vlevenn pe ziv, Yun a oa diskiant ha lent. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- a verk ar perc'hennañ
- Ur mab dezhañ a zo dall hag egile zo kamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 84.)
- Un daoulagad dezhañ 'vel daoulagad ejen. — (TBP.)
- dezhañ e-unan
- Kement-mañ a zo mat da c'houzout a lare an aotrou dezhañ e-unan. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 30.)
- Eur wech 'oa eun den paour, gwreg d'ezan ha bugale leiz an ti : ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 85.)
Gerioù kevrennek
- Koad a-us dezhañ, koad dindanañ, koad tro-dro dezhañ, kaer en devez hopal, den ne respont anezhañ ? - Ar person er gador sarmon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)
- Petra a rez a-raok antren en ti ? - Tostaat dezhañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)
- Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum madou d'ezan ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 46.)
Troidigezhioù
- galleg : (fr)