dreinek
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar drein, furm lies an anv-kadarn draen, hag al lostger -ek
- Kavet en krennvrezhoneg (drenec)
- Da geñveriañ gant an anvioù-gwan dreiniog en kembraeg ha dreynek en kernevveureg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | dreinek |
Derez-uheloc'h | dreinekoc'h |
Derez-uhelañ | dreinekañ |
Derez-estlammiñ | dreinekat |
dreinek /'drɛjnek/
- Zo drein ennañ
- (Dre astenn-ster) Zo plant evel ar spern, an drez, al lann, hag all, ennañ (diwar-benn al lec'hioù)
- Zo kalz a zrein ennañ (diwar-benn ar pesked)
- Leun a zrein en metal (diwar-benn an traoù)
- [...] ; darn a bleustre war an tu da stlepel greunadennoù pe d'aozañ skoilhoù a bep seurt gant orjal dreinek ; [...]. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 24.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet dreineg.