gallek
Neuz
Brezhoneg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | gallek |
Derez-uheloc'h | gallekoc'h |
Derez-uhelañ | gallekañ |
Derez-estlammiñ | gallekat |
gallek /ˈɡalːek/
- A denn d'ar galleg (diwar-benn an unvezioù, ar fedoù yezh)
- « Baragouinañ », ma c'heller roiñ d'ur verb gallek ur stumm brezhonek, eo ar ger implijet gant ar C'hallaoued da lavarout : komz fall ar galleg. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 9.)
- A sell ouzh ar galleg (diwar-benn an danvezioù studi)
- Savet e galleg (diwar-benn ar skridoù, komzoù ar c'hanaouennoù, hag all)
- Pezhioù gallek a veze c'hoariet eveljust, hag anat deoc'h, tanfoeltr plac'h ne weled en hon touez war al leurenn ; [...] !! — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 69.)
- Hir-hir e oa al lizher, diaes da lenn ha warnañ pozioù gallek diintent n'am boa klevet morse. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 247.)
- A bleustrer warnañ e galleg (diwar-benn an obererezhioù)
- Ret eo diskleriañ amañ ez oa tad Donalda kelenner war ar galleg hag al lennegezh c'hallek er skol-veur. — (Roparz Hemon, An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH, Skridoù Breizh, eil emb. 1942, p. 13.)
- A bleustrer e galleg ennañ war un obererezh bennak (diwar-benn an ensavadurioù)
- A bleustr war un obererezh bennak e galleg (diwar-benn an dud
- Douar gallek : mat da vezañ lakaet dindan winizh
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- alamaneg : französisch (de)
- esperanteg : franclingva (eo)
- galleg : français (fr) , de langue française (fr)
- saozneg : in French (en)