kañval
Neuz
Brezhoneg
- Eus camelus e latin.
Anv-kadarn
kañval /ˈkãːval/ gourel (furm vihanaat : kañvalig, liester : kañvaled)
- (Loenoniezh) Bronneg daskirier bras e anv spesad Camelus bactrianus, bet doñvaet evit talvezout da loen-samm, dezhañ daou dort war e gein.
- [...] : « Va bugale ker, me a lavar d'ehoc'h adarre, pegen dies eo d'ar re a lak' ho fizians en danvez mont e rouantelez Doue. Essoc'h eo da eur c'hanval treuzi dre doull an adoz eged da eur pinvidig mont e rouantelez Doue. » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 219.)
- Kredit 'ta, ar c'hanval, hep diskouez an distera tamm skuizder, a zouge ar prins Youen war greiz e vell-kein etre e ziou dorgenn ; [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 8.)
- Ur c'hañval uhel-uhel war e bevar bav, ur gouzoug hir brañsell-divrañsell dezhañ, ha daou bikol bos, div wir dorgenn war e gein ! — (Youenn Drezen, Skol louarn Veig Trebern, eil lodenn, Al Liamm, 1973, p. 16.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Aesoc'h d'ur c'hañval tremen dre grao un nadoz
Eget d'un den pinvidik mont d'ar baradoz.