kinnig
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Anv-kadarn ha verb :
- Meneget en geriadur ar Pelleter (kennic).
- Da geñveriañ gant ar gerioù cynnig en kembraeg ha kynnyk en kerneveureg.
Verb
kinnig /ˈkĩnik/ verb kreñv eeun (displegadur)
- Kinnig un dra bennak da unan bennak
- — Abalamour, va mab, ar pezh am eus da ginnig deoc'h a zo un dra rust-meurbet. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 23.)
- Mes pa oant deuet da ginnig o zoaz d'ar baraer, hemañ a lavaras dezho, krenn ha kras :
— « N'eus ket a blas ken. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 89.) - « Toui a ran dre va le, » [...], « beza kinniget e arc'hant d' an den-mañ ! Toui a ran emaint gantañ ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 280.)
- [...], en em gavas ar c'hozhiad en e vleud ha kinnig a reas din zoken e yalc'h vutun da gouchañ va c'horn : [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 84.)
- « [...] ? Gortozit, marteze e tiredo gwreg ar c'hommandant (!) Teyssard da ginnig deoc'h ur re vannegoù (!) gwenn ». — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 15.)
- Grozmolat a reas ar ramz ha kinnig gwispid all dezho. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 148.)
- Kinnig ober un dra bennak
- Spered-Bell a ginnige mouga gant ar moged. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 220.)
- Riellañ a rae an hent hag ar c'hezeg, o risklañ war ar glerenn, a ginnige kouezhañ bep kammed a raent. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 21.)
- Hag ar strakadenn-se, petra e oa ? Ar garreg o kinnig kouezhañ er mor ? — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 52.)
- E benn a ginnige faoutañ e daou damm. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 303.)
Deveradoù
Troidigezhioù
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet kennig.
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Anv-kadarn
kinnig /ˈkĩnik/ gourel (liester : kinnigoù)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ) .
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ) .
Gerioù heñvelster
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet kennig.