mil
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-gwan niveriñ) hag (anv-kadarn 1) : Ur ger a orin latin.
- (Anv-kadarn 2) : Da geñveriañ gant ar c'herneveureg mil, ar c'hembraeg mîl, an heniwerzhoneg míl hag an iwerzhoneg míol, « loen, laouenn, balum », hag ar skoseg mial, « loen, laouenn ». Dont a rafent holl eus ur ger keltiek *mēlo- « chatal », ar memes hini hag an henc'hresianeg μῆλον « chatal bihan, dañvadez », gwelet ivez an henislandeg smale memes ster, ar saozneg small hag an alamaneg schmal « moan, treut ».[1]
Anv-gwan pegementiñ
mil /ˈmiːl/
- Dek gwech kant pe kant gwech dek.
- gounit, paeañ mil lur, mil skoed, mil euro;
- kaout mil aon, mil chañs
- ober mil ard fall: ober ardoù fall
- reiñ mil bennozh, chom e-pad mil bloaz
- ober un dra mil gwech
- ober mil mad / mil vad
- leuskel mil mallozh,
- ober mil micher / mil vicher
- gant ar c'hemmadur da-heul (kemmadur dre vlotaat en un nebeud troiennoù hepken)
- p/b: bezañ mil bell; kaout mil blijadur, mil boan; bezañ milbeñseliet,
- k/g: kaout mil geuz; lavarout [lavarout mil gurun, mil gutez,
- g/c'h: mil c'hast
- t/d: mil doull; bezañ mildakonet, mildammet; lavarout mil drugarez.
- En droienn mil a ...
- mil a dud
Troioù-lavar
- Mil doull war un toull ? - Ur veskenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)
Anv-kadarn 1
mil /ˈmiːl/ gourel (liester miloù)
- An niver 1000.
- Mil ha miloù
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- mont mil d'ober kant
- ober mil
- c'hoari mil-ha-kazh
- kant-ha-mil
- kas ur mil da bemp kant
- mil-ha-mil ha mil all
- mil-war-vil
- mont mil d'ober kant
Anv-kadarn 2
- Eus an anv-kadarn kembraek mil.
Anv-kadarn
mil /ˈmiːl/ gourel (liester miled)
- (Rouez) Loen.
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Roll an daveoù :
Galleg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e galleg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Anv-gwan pegementiñ
mil /ˈmil/
- mil
- l'an mil - ar bloavezh mil
Kembraeg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e kembraeg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Anv-gwan pegementiñ
mil
- Mil.
- Mil tafod. Tafodau fil. Mil teod.
Portugaleg
mil