Mont d’an endalc’had

neizh

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Testeniekaet en henvrezhoneg (nith).
Meneget er C'hatolikon (nezz).
Da geñveriañ gant ar gerioù nyth en kembraeg hag en kerneveureg, nead en iwerzhoneg.
Anavezet evel anv-lec'h :
Kernejo (Kêrnezhoù).
Neizh Vran, e Bro Leon.

Anv-kadarn

neizh /ˈnɛjs/ gourel (furm vihanaat : neizhig, liester : neizhi, neizhioù)

  1. Goudor savet gant evned 'zo evit dozviñ, goriñ o vioù ha sevel o floged.
  2. Kasaat, kazañ e neizh : dilezel e neizh.
  3. (Dre astenn-ster) Lec'h ma vez ganet o re vihan gant loened 'zo.
  4. Hed-gwenan.
  5. (dre skeudenn-lavar) Lojeiz klet.
  6. (dre skeudenn-lavar) Kuzhiadell.
  7. Lost an neizh : bugel diwezhañ an tiegezh.
  8. neizh, neizhig ar vaouez: kourzh ar vaouez.
  9. Un neizh touseg : ur c'hozh ti divalav.
  10. Bezañ war e neizh.

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù