real
Neuz
Brezhoneg
- Eus ar ger spagnolek real.
Anv-kadarn
real /ˈreːal/ gourel (liester : realed, realioù)
- Pezh moneiz a veze graet gantañ e Spagn ha Portugal.
- Unanenn voneiz kont a dalveze pemp gwenneg ; pevar real a yae d'ober ul lur.
- En-dro d'e bezh moneiz e lakaas un tamm paper staen bet o pakadañ ur vazh chokolad, ha ken mat e reas al labour ma voe heñvel ouzh ur pezh a eizh real. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 233.)
- Dastum a ran evel-se ur chewing-gum chaoket ha kaledet abaoe, daou bezh ugent real hag un taf boutailh vier. — (Yann Gerven, Brestiz o vreskenn, Al Liamm, 1986, p. 9.)
- [...] ; rei am euz great guerz eun ofern d'an Aoutrou Persoun, ha prena am eus great, d'ar zant, eur c'houlaouenn goar a nao real ha daou vennek. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 28.)
- Tennañ a reas e yalc'h eus e c'hodell gleiz hag ur pezh pevar real a dapas anezhi. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 19.)
- ..., petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, ... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 11.)
- ... : gwall nebeut a dra, neketa, en amzer-vremañ, hogen neb a c'helle mont da Landreger gant ugent real en e c'hodell a zeue d'ar gêr gant ur bannerad traoù a bep seurt, ha c'hoazh e chome moneiz en e yalc'h. — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 4.)
- — [...] ; setu aze pep a c'hwec'h real ; ma holl arc'hant int. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 11.)
Deveradoù
Troioù-lavar
- ober ur sell a bevarzek real da unan bennak
- ober ur sell a dalvez c'hwec'h real da unan bennak
- terriñ e bevarzek real da unan bennak
- ur mousc'hoarzh pevar real nemet unan
Troidigezhioù
Spagnoleg
- Eus ar ger latin regalis.
Anv-kadarn
real liester reales.
Anv-gwan
real
- roueel
- La Real Academia Española. https://www.rae.es/dhle/ca%C3%B1onera