siwazh
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar gerioù si ha gwazh.
- Deveret eus ar ger krennvrezhonek sygoaz.
- Da geñveriañ gant ar gerioù ysywaeth en kembraeg, syweth en kerneveureg
Estlammadell
siwazh ! /ˈsiwː.as/
- Allas !
- Siwazh !
- -Dimezet oc'h? -N'on ket, siwazh! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 31.)
Adverb
siwazh /ˈsiwː.as/
- siwazh da unan bennak
- Siwazh deoc’h ! KAB 1/52
- Siwazh din ! KAB 3/85
- Hag a deûz-han lac'het, siouas d'ehi he-hunan,
Hag a deùz-han lac'het hep kaout ar vadeziant. — (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 2, An Oriant, 1874, p. 8.) - Hag an tammig kresk a dleen da gaout war va faeamant a benn ar bloaz nevez a zo chommet a-drenv, siouaz d'am yalc'h louedet ! — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 17.)
- Siouaz d'am zac'h ha d'am c'hein !... — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 88.)
- Hizio, siouaz d'ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc'h d'ar marc'hajou, rak ar skolaj koz a zo serret... — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 158.)
- ... siouaz d'am yalc'h louedet ! — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 17.)
- siwazh a ...
- ... siwazh a se n'eo ken evit o ferc'hennoù ... — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 205.)