Merc'h
Ur verc'h a vez graet eus ur bugel pa vez heñvel e reizh ouzh hini e vamm. Pa vez heñvel reizh ar bugel ouzh hini an tad e vez komzet eus ur mab. Komzet e vez eus mab ha merc'h neuze. El liester avat e vez implijet merc'hed evit ober anv eus an holl dud gwregel o reizh. E brezhoneg Gwened e lavarer alies ur verc'h eus ur plac'h.
Istor
kemmañSevel merc'hed
kemmañEn istor, ha betek dibenn an XXvet kantved, e oa troet buhez ar merc'hed war al labour er gêr da sikour o mamm, da sevel o breudeur, ha c'hoarezed a-wechoù, ha da c'hortoz un dimeziñ dibabet gant o zud. Ral e veze skoliata ar merc'hed, nemet en tiegezhioù uhel. Savet e vezent alies e kouentoù, dalc'het gant leanezed. Darn zo brudet e Breizh, evel kouent Begar, Itron Varia ar Voger e Montroulez, Sant Per e Sant-Brieg.
Savet e veze ar merc'hed evit mont da wragez ha da vammoù, evel o mammoù en o raok.
Dimeziñ merc'hed
kemmañAr merc'hed a veze dimezet da baotred dibabet gant o zad, ha pa'z aent d'un tiegezh all, e veze roet dezho un tamm argouroù.
Ar re ne gavent ket da zimeziñ, pe ne felle ket d'an tad o dimeziñ, a chome da labourat er gêr, evel matezh d'o zad alies, dreist-holl ma oa intañvet.
Ar minorezed
kemmañAr minorezed pe emzivadezed
Adverc'hañ
kemmañMerc'h ha plac'h
kemmañUr verc'h a vez graet ivez eus ur plac'h. Komzet e vez eus ur verc'h vrav, pe ur vrav a verc'h.
El liester e komzer eus paotred ha merc'hed evel eus paotred ha plac'hed, pa ne daoler ket evezh eus an oad. Da neuze e talv merc'hed kement ha bugale ha gwragez, kozh ha yaouank, mesk-ha-mesk.
Dispriz
kemmañEl liester e c'hell ivez kaout ur ster disprizus: pa gomz ur paotr eus mont da welout ar merc'hed eo eus ur vicher emañ o komz. Met un implij aet da goll eo.
Gwelet ivez
kemmañ
• tad • mamm • gwaz • gwreg • pried • ozhac'h • breur • c'hoar •
• mab • merc'h • emzivad • emzivadez • minor • minorez • dalif • dalifez • pennhêr • pennhêrez •
• tad-kozh • mamm-gozh • mab-bihan • douaren • merc'h-vihan • tad-kuñv • mamm-guñv •
• eontr • moereb • kenderv • keniterv • ni • niz • nizez •
• tad-kaer • mamm-gaer • mab-kaer • deuñv • merc'h-kaer • breur-kaer • c'hoar-gaer•
•tadeg • mammeg • mabeg • merc'heg • breureg • c'hoareg
• leztad • lezvamm • lezvab • lezverc'h • lezvreur • lezc'hoar •
Gwelout ivez :
• kar - kerentiezh - tud
• eured - dimeziñ - priedelezh - bugel - intañv