Mont d’an endalc’had

Myanmar

Eus Wikipedia
Stumm eus an 10 Her 2022 da 18:01 gant InternetArchiveBot (kaozeal | degasadennoù) (Rescuing 1 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.9.2)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Pyidaunzu Thanmăda Myăma Nainngandaw

Banniel Myanmar Skoed-ardamez Myanmar
(Banniel Myanmar) (Skoed-ardamez Myanmar)
Kan broadel Kaba Ma Kyei
"Betek diwezh ar bed"
Yezh ofisiel Birmaneg
Kêr-benn Naypyidaw
Gorread
-En holl
-% dour

678 500 km²
3,06%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

46 986 207 (2006)
69/km²
Prezidant Thein Sein
Kentañ ministr Soe Win
Gouel broadel 4 a viz Gouere
Moneiz Kyat
Kod pellgomz +95
Kod war ar Genrouedad .mm

Myanmar (pe Birmania), anv leun Republik Unaniezh Myanmar, a zo ur vro eus reter Azia, bevennet gant Sina er biz, Laos ha Tailand er reter, gant Bangladesh hag India er gwalarn, ha Mor Andaman ha pleg-mor Bengal er c’hornôg. Kêr-benn ar vro e oa Yangon (anvet Rangoon gwechall), a-raok bezañ dilec'hiet en ur gêr nevez anvet Naypyidaw.

E yezh ar vro e reer gant ar gerioù Myanma pe Bama. Myanma eo ar stumm lennek evit anv ar vro, tra m’eo Bama ar stumm komzet, ar stumm pemdeziek. Disheñvel-mat eo ar yezh komzet diouzh ar yezh skrivet eno, evel ma c’hell c’hoarvezout e broioù all ivez. A-gozh eo anavezet ar stummoù "Myanma" ha "Bama". Ar stumm Bama moarvat en deus roet ar stummoù a zo bet implijet gant an drevadennerien, e portugaleg (Birmânia), saozneg (Burma), hag e yezhoù all c’hoazh. An eil pe egile eus ar stummoù-se ne dalvezont evit gwir nemet da envel bro an dud a gomz ar yezh pennañ (burmeg pe birmaneg). Hini ebet anezho ne dalvez evit ar vro a-bezh, ur vro a zo enni hiziv e-leizh a vinorelezhioù broadel, bet staget ouzh rouantelezh kozh "Myanma / "Bama" gant an drevadennerien saoz. E 1989 e tivizas ar gouarnamant (anvet Kuzul da adsevel an urzh) e tlee ar yezhoù all ober gant ar stumm birmanek lennek Myanma evit envel ar vro. An anv ofisiel e yezh ar vro a oa dija Myanma ha ne cheñche ket. Evit an anv saoznek e oa ret cheñch eus Burma da v-Myanmar. Kinniget e oa bet skrivañ un R e dibenn ar ger evit ma vefe distaget hir ar vogalenn ziwezhañ gant ar saoznegerien. War an taol ne oa ket bet degemeret mat ar c’hemm-se en anv saoznek abalamour ma ne oa ket demokratel ar gouarnamant : an darn vrasañ eus an demokrated, a zo enebourien d’ar gouarnamant, a zalc’h d’ober gant ar stumm Burma pa gomzont saozneg ha gant gerioù kar e yezhoù all[1]. Tammig-ha-tammig, koulskoude, eo deuet ar stumm Myanmar da vezañ implijet muioc’h-mui er bed saoznek, daoust ma talc’her d’ober gant Burmese evit envel an annezidi. En Aozadur ar Broadoù Unanet e reer, e saozneg, gant an anvadur Myanmar. Gouarnamantoù ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù Unanet avat a zalc’h d’ober gant ar stumm Burma. Goude ar bed saoznek eo bet degemeret ar stumm Myanmar (pe Myanma) e broioù all hag e yezhoù all, e-kichen ar stumm a veze implijet eno diagent (ur stumm heñvel ouzh ar brezhoneg Birmania).

Ur rouantelezh dizalc’h e voe Birmania etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved. Goude meur a vrezel gant ar Saozon etre 1824 ha 1886 e voe staget Birmania ouzh impalaeriezh ar Rouantelezh Unanet ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus Indez. E-pad an Eil Brezel-Bed e voe aloubet ar vro gant armeoù Japan, skoazellet gant brogarourien a felle dezho en em zizober eus yev Breizh-Veur.

E 1948 e teuas ar vro da vezañ dizalc’h. E 1962 e voe ur taol-stad gant an arme ha kemeret e voe ar galloud gant ar jeneral Non Win a renas war ar vro e-pad ouzhpenn 26 vloaz. E 1988 e voe un taol-stad all, gant soudarded adarre. Abaoe eo renet ar vro gant an arme, dindan renerezh ar jeneral Than Shwe.

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un taol-stad zo kaset da benn gant an arme d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2021. Bac'het eo bet ar prezidant Win Myint ha ministrez an aferioù estren Aung San Suu Kyi.

  1. Sellit ouzh lec'hiennoù saoznek Aung San Suu Kyi, ar strollad National League for Democracy pe The National Coalition Government of the Union of Burma