Mont d’an endalc’had

Benniged (Molenez)

Eus Wikipedia
Ur pennad Benniged zo ivez.
Benniged
Aod ar gwalarn.
Aod ar gwalarn.
Anv gallek Île de Béniguet
Geografiezh
Enezeg Enezeg Molenez
Lec'hiadur An Hirwazh, Meurvor Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 48° 20′ 58″ N, 4° 51′ 21″ K
Gorread 0,63 km²
Lein uhelañ 16 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Konk-Leon
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Benniged[1] zo un enezennig eus enezeg Molenez, etre Molenez ha Konk-Leon, e Penn-ar-Bed ha Bro-Leon, e Breizh.

Emañ Benniged etre Molenez ha Beg Lokmazhe.

En em astenn a ra an enezenn a-hed 2,5 km war un ahel mervent / biz. Ne dap ket ouzhpenn 300 metr a dreuz. Traezh ha bili zo war aod ar reter, ha muioc'h a reier zo er c'hreisteiz hag er c'hornôg.

Annezet e oa an enezenn gwechall, evel ma weler gant ar peulvanioù hag al liac'hvenoù a gaver warni.

Er Grennamzer e oa perc'hennet gant Beskonted Leon da gentañ, ha gant Abati Lokmazhe goude 1169. E 1569 e voe gwerzhet e 96 lur da Yann Kerlec'h, aotrou ar Genkiz. E 1736 e faotas d'an abati adkavout he zra hag ober a reas prosezioù evit se. Da vare an Dispac'h gall e teuas Benniged da vezañ ur mad broadel ha prenet e voe gant ur marc'hadour eus Konk-Leon.

A-hed an XIXvet hag an XXvet kantved e oa peizanted war an enezenn, betek 1953, o c'hounit segal hag o tesevel loened. Tennet e veze splet eus bili an aodoù, gant gobarerien Lambaol-Blouarzhel, evit sevel tiez, hag evit sevel bunker-ioù e-pad an Eil brezel-bed.

Abaoe 1953 ez eo perc'hennet an enezenn gant an ONCFS (ofis ar chaseal e Bro-C'hall), hag ur mirva eo deuet da vezañ evit ar chaseourien, abaoe 1993.

  1. Tud Arvor Goueled Leon a lavar atav Benniged ha n'eo ket Enez Benniget, hervez labour Mikael Madeg, Renabl Anoiou Lehiou Inizi Kornog Goueled Leon, p. 175

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Vital Rougerie, L'archipel Molénais, Roazhon, 1989, embannet gant SNSM Molenez.
  • C. Dupont, Y. Gruet, A. Leroy, G. Marchand, Y. Pailler, Y. Sparfel, Le site préhistorique de Beniget-3, 2003, AMARAI, 16, pp. 5-24.
  • F. Bioret, M. Godeau, P. Yésou, Contribution à l'étude de la flore, de la végétation et de l'avifaune marine de l'île de Béniguet, Bull. Soc. Bot. Centre-Ouest, 1989, 20, pp. 33-50.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.