Enez Wellington
Neuz
Ur pennad Little Wellington zo ivez.
Enez Wellington (Isla Wellington e spagnoleg) zo un enezenn vras e Chile, e mervent ar vro, er Meurvor Habask. 5 556 km2 zo dindani ha brasañ enezenn an Enezeg Wellington eo.
Etre an douar-bras hag hi emañ kanol Messier, diwar anv ar steredoniour gall Charles Messier (1730-1817).
Stag eo ouzh proviñs Última Esperanza, e Rannvro Magallanes. Ur porzhig zo enni, Puerto Edén.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad 6 000 bloaz e oa poblet an aodoù anezhi gant ar bobl kawésqar, pe alakaluf. E deroù an XXIvet kantved e oa bet kaset ar boblad da get gant an alouberien.
Inizi amezek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En norzh : an inizi Alau, Taggart, Merino
- Er gornaoueg : Enezeg Campana (enez Campana, enez Aldea, enez Orella...)
- Er su : ar c'hanolioù Picton ha Trinidad.