Mont d’an endalc’had

Guillaume Depardieu

Eus Wikipedia
Guillaume Depardieu

Ganet e oa bet Guillaume Depardieu (Guillaume Jean Maxime Antoine Depardieu) d’ar 17 a viz Ebrel 1971 er 14vet arondisamant eus Pariz ha marvet e oa d’an 13 a viz Here 2008[1],[2] goude bezañ tapet un danijenn-skevent e Roumania, pa oa o c'hoari er film L'enfance d'Icare[3]

Mab e oa d’an aktour Gérard Depardieu ha d’an aktourez Elizabeth Depardieu, bet adkemeret ganti hec’h anv plac’h, Guignot, goude m’eo bet torret o dimez. Breur henañ an aktourez Julie Depardieu ha hantervreur Roxane ha Jean Depardieu e oa ivez.

Pa oa bugel e veze kaset gwech ha gwech all gant e dad war al leurennoù filmañ ha lakaet e oa bet de vezañ ledaktor en un nebeud filmoù : « Pa si méchant que ça », bet sevenet gant Claude Goretta e 1974, « Jean de Florette », bet sevenet gant Claude Berri e 1986 ha « Cyrano de Bergerac », bet sevenet gant Jean-Paul Rappeneau e 1990.

E 1988 e oa bet kondaonet Guillaume ha kaset d’an toull-bac’h, e karter ar vinored. Kondaonet e oa bet goude da dri bloaz toull-bac’h e Bois-d’Arcy abalamour ma veze bevezet, enporzhiet ha trafiket heroin gantañ.[4]. Kondaonet e oa bet meur a wech goude evit dismegañsoù, taolioù-kilpennerezh ha torrodurioù-lezenn war an hentoù.

E 1991 en doa c'hoariet e roll bras kentañ er film-buhez «Tous les matins du monde » gant Alain Corneau ma c’hoarie roll ar soner biol Marin Marais yaouank, tra ma c'hoarie e dad roll an hevelep tudenn pa oa kosoc'h. Adsevel en doa graet ha c'hoariet en doa un tregont film bennak war-lerc'h. Berzh en doa graet.

E 1995 e kouezhas gant e varc’h-tan pa oa oa tremen dindan riboul Saint-Cloud abalamour d’ur valizenn kouezhet diwar ur c’harr. Kaset e oa bet d’an Ospital Raymond-Poincarré e Garches dre ma oa gloazet e c’hlin. Fall e oa bet an oberatadenn. Tapet en doa, evit gwir, daou stafilokok e askorn e c’hlin pa oa en ospital. D'ar mare-se e kendalc'has d'en em zrammañ dre strinkañ ha gant-se e oa muioc'h a riskloù dezhañ bezañ kontammet en ospital. 17 gwech e oa bet oberataet, mezeget e oa bet e c'har meur a wech ha chomet e oa 1 bloavezh en ospital met mont a rae e yec’hed war washaat abalamour d’e c'hlin bet gloazet ha poan en deveze.

E 1995 e veze gwelet ar film « Les Apprentis », bet sevenet gant Pierre Salvadori hag e 1996 e oa bet roet dezhañ César an diwanaer gwellañ[5],[6].

D'an 30 a viz Kerzu 1999, goude bezañ bevet asambles gant an aktourez Clotilde Coureau ur pennadig, e timezas gant ar gomedianez Elise Ventre. Ganet e oa o merc'h, Louise, d’ar 16 a viz Genver 2001.

E 2001 en doa c’hoariet Guillaume roll ur mab na oa ket bet degemeret hag a skrap e dad, ur skrivagner brudet anezhañ, er film « Aime ton père », gant Jacob Berger.

E 2003, goude bezañ gouzañvet poanioù kriz na c’halle ket ken ar bevastalerioù hag ar morfin diboaniañ e tivizas lakaat da droc’hañ e c’har dehou evit tremen hep gouzañv ha lakaat ar vezeien da lakaat dezhañ ur brotezenn evit bale en-dro.

Pa oa bet ospitalaet e oa bet levezonet gant e c’hoar Julie, a veze entanet gant ar sonerezh klasel. Un opera a skrivas-eñ. Skrivet en doa kanouennoù dre zegoù evel « À force de » evit Barbara[5],[7].

Sevel a reas Guillaume an diazezadur Guillaume-Depardieu gant berzh e Bougival en Yvelines, ma oa o chom gant e vamm, evit strollañ testenioù hag evit dileuriañ an 800 000 den tapet ganto kleñvedoù kurdiat. 10 000 den en o zouez a ya da Anaon bep bloaz. Kas a ra ar Stad hag an ospital Raymond Poincaré (Garches) dirak ar justis c’hall abalamour d'ar vezeien a oa en em atahinet warnañ[5], hag evel gouzañvad tapet gantañ ur c’hontammadur kurdiat, dirak al lez-varn europat goude evit ma vije anavezet e gleñved ha kaout digolloù hag ivez evit ma vefe kavet diskoulmoù.

D’ar 17 a viz Gwengolo 2003 e voe kondaonet Guillaume Depardieu gant lez-kastiz Lisieux er C'halvados da nav miz toull-bac'h gant goursez, 18 miz amprouiñ, da baeañ un dell-kastiz 5000 € hag ivez un digoll 3000 € d’an den en doa savet klemm dre m’en doa tennet Guillaume Depardieu warnañ gant ur arm tra pa oa bet jeu etre an aktour hag eñ en ur straed eus Trouville-sur-Mer[8].

E 2004 en doa lakaet da embann ur levr pennad-kaoz “Tout donner" bet skrivet gantañ ha gant Marc-Olivier Fogiel[4],[5].

E 2006, goude ma oa bet torret e zimeziñ, e veze skignet ar film Célibataires, bet sevenet gant Jean-Michel Verner. C’hoariet en doa ar gomedienn romantel-se gant Olivia Bonamy.

Marvet eo d’al Lun 13 a viz Here 2008 gant un danijenn-skevent[9] en ospital Raymond-Poincaré, e Garches en e 37 vloaz[10]. Tra ma oa o c’hoari en ur film gant Alysson Paradis e Roumania abaoe meur a sizhunvezh L'Enfance d'Icare, bet sevenet gant Alex Iordachescu. Tapet en doa tapet un danijenn-skevent ha rediet e oa bet ar vezeien da gas anezhañ en-dro da ospital Garches, ma oa marvet tri devezh goude bezañ tapet ar c’hleñved-se[6].

  1. Guillaume Depardieu est mort!. Lennet d'ar 14 a viz Here 2008
  2. Mort brutale de Guillaume Depardieu. Lennet d'ar 14 a viz Here 2008
  3. http://tempsreel.nouvelobs.com/actualites/people/20081013.OBS5641/
  4. 4,0 ha4,1 [http://www.lefigaro.fr/cinema/2008/10/14/03002-20081014ARTFIG00457-guillaume-depardieu-l-ecorche-vif-.php Guillaume Depardieu, l'écorché vif, ur pennad embannet gant Olivier Delcroix hag Emmanuèle Frois d’ar 14 a viz Here 2008 er gazetenn le Figaro
  5. 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Guillaume Depardieu, une vie à jouer avec le feu gant Isabelle Regnier, ur pennad diwar-benn marv Guillaume Depardieu bet embannet er gazetenn Le Monde d’ar 14 a viz Here 2008
  6. 6,0 ha6,1 « L'acteur Guillaume Depardieu est mort », Le Point, d’an 13 a viz Here 2008.
  7. Guillaume Depardieu : les vertiges d’un sale gosse gant Elsa Vigoureux, ur pennad bet embannet er gelaouenn Nouvel Observateur d’ar Yaou 18 a viz Gwengolo 2003
  8. Guillaume Depardieu au tribunal, ur pennad a oa bet embannet war al lec'hienn Genrouedad Dépêche.fr d’an 9 a viz Gwengolo 2003
  9. Une infection foudroyante
  10. « Guillaume Depardieu n'est plus », Peoplestar.tv, 13 Octobre 2008.


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]