Guillaume Depardieu
Ganet e oa bet Guillaume Depardieu (Guillaume Jean Maxime Antoine Depardieu) d’ar 17 a viz Ebrel 1971 er 14vet arondisamant eus Pariz ha marvet e oa d’an 13 a viz Here 2008[1],[2] goude bezañ tapet un danijenn-skevent e Roumania, pa oa o c'hoari er film L'enfance d'Icare[3]
Mab e oa d’an aktour Gérard Depardieu ha d’an aktourez Elizabeth Depardieu, bet adkemeret ganti hec’h anv plac’h, Guignot, goude m’eo bet torret o dimez. Breur henañ an aktourez Julie Depardieu ha hantervreur Roxane ha Jean Depardieu e oa ivez.
Pa oa bugel e veze kaset gwech ha gwech all gant e dad war al leurennoù filmañ ha lakaet e oa bet de vezañ ledaktor en un nebeud filmoù : « Pa si méchant que ça », bet sevenet gant Claude Goretta e 1974, « Jean de Florette », bet sevenet gant Claude Berri e 1986 ha « Cyrano de Bergerac », bet sevenet gant Jean-Paul Rappeneau e 1990.
E 1988 e oa bet kondaonet Guillaume ha kaset d’an toull-bac’h, e karter ar vinored. Kondaonet e oa bet goude da dri bloaz toull-bac’h e Bois-d’Arcy abalamour ma veze bevezet, enporzhiet ha trafiket heroin gantañ.[4]. Kondaonet e oa bet meur a wech goude evit dismegañsoù, taolioù-kilpennerezh ha torrodurioù-lezenn war an hentoù.
E 1991 en doa c'hoariet e roll bras kentañ er film-buhez «Tous les matins du monde » gant Alain Corneau ma c’hoarie roll ar soner biol Marin Marais yaouank, tra ma c'hoarie e dad roll an hevelep tudenn pa oa kosoc'h. Adsevel en doa graet ha c'hoariet en doa un tregont film bennak war-lerc'h. Berzh en doa graet.
E 1995 e kouezhas gant e varc’h-tan pa oa oa tremen dindan riboul Saint-Cloud abalamour d’ur valizenn kouezhet diwar ur c’harr. Kaset e oa bet d’an Ospital Raymond-Poincarré e Garches dre ma oa gloazet e c’hlin. Fall e oa bet an oberatadenn. Tapet en doa, evit gwir, daou stafilokok e askorn e c’hlin pa oa en ospital. D'ar mare-se e kendalc'has d'en em zrammañ dre strinkañ ha gant-se e oa muioc'h a riskloù dezhañ bezañ kontammet en ospital. 17 gwech e oa bet oberataet, mezeget e oa bet e c'har meur a wech ha chomet e oa 1 bloavezh en ospital met mont a rae e yec’hed war washaat abalamour d’e c'hlin bet gloazet ha poan en deveze.
E 1995 e veze gwelet ar film « Les Apprentis », bet sevenet gant Pierre Salvadori hag e 1996 e oa bet roet dezhañ César an diwanaer gwellañ[5],[6].
D'an 30 a viz Kerzu 1999, goude bezañ bevet asambles gant an aktourez Clotilde Coureau ur pennadig, e timezas gant ar gomedianez Elise Ventre. Ganet e oa o merc'h, Louise, d’ar 16 a viz Genver 2001.
E 2001 en doa c’hoariet Guillaume roll ur mab na oa ket bet degemeret hag a skrap e dad, ur skrivagner brudet anezhañ, er film « Aime ton père », gant Jacob Berger.
E 2003, goude bezañ gouzañvet poanioù kriz na c’halle ket ken ar bevastalerioù hag ar morfin diboaniañ e tivizas lakaat da droc’hañ e c’har dehou evit tremen hep gouzañv ha lakaat ar vezeien da lakaat dezhañ ur brotezenn evit bale en-dro.
Pa oa bet ospitalaet e oa bet levezonet gant e c’hoar Julie, a veze entanet gant ar sonerezh klasel. Un opera a skrivas-eñ. Skrivet en doa kanouennoù dre zegoù evel « À force de » evit Barbara[5],[7].
Sevel a reas Guillaume an diazezadur Guillaume-Depardieu gant berzh e Bougival en Yvelines, ma oa o chom gant e vamm, evit strollañ testenioù hag evit dileuriañ an 800 000 den tapet ganto kleñvedoù kurdiat. 10 000 den en o zouez a ya da Anaon bep bloaz. Kas a ra ar Stad hag an ospital Raymond Poincaré (Garches) dirak ar justis c’hall abalamour d'ar vezeien a oa en em atahinet warnañ[5], hag evel gouzañvad tapet gantañ ur c’hontammadur kurdiat, dirak al lez-varn europat goude evit ma vije anavezet e gleñved ha kaout digolloù hag ivez evit ma vefe kavet diskoulmoù.
D’ar 17 a viz Gwengolo 2003 e voe kondaonet Guillaume Depardieu gant lez-kastiz Lisieux er C'halvados da nav miz toull-bac'h gant goursez, 18 miz amprouiñ, da baeañ un dell-kastiz 5000 € hag ivez un digoll 3000 € d’an den en doa savet klemm dre m’en doa tennet Guillaume Depardieu warnañ gant ur arm tra pa oa bet jeu etre an aktour hag eñ en ur straed eus Trouville-sur-Mer[8].
E 2004 en doa lakaet da embann ur levr pennad-kaoz “Tout donner" bet skrivet gantañ ha gant Marc-Olivier Fogiel[4],[5].
E 2006, goude ma oa bet torret e zimeziñ, e veze skignet ar film Célibataires, bet sevenet gant Jean-Michel Verner. C’hoariet en doa ar gomedienn romantel-se gant Olivia Bonamy.
Marvet eo d’al Lun 13 a viz Here 2008 gant un danijenn-skevent[9] en ospital Raymond-Poincaré, e Garches en e 37 vloaz[10]. Tra ma oa o c’hoari en ur film gant Alysson Paradis e Roumania abaoe meur a sizhunvezh L'Enfance d'Icare, bet sevenet gant Alex Iordachescu. Tapet en doa tapet un danijenn-skevent ha rediet e oa bet ar vezeien da gas anezhañ en-dro da ospital Garches, ma oa marvet tri devezh goude bezañ tapet ar c’hleñved-se[6].
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1974 : Pas si méchant que ça, bet sevenet gant Claude Goretta (Ledaktor)
- 1986 : Jean de Florette, bet sevenet gant Claude Berri (Ledaktor)
- 1990 : Cyrano de Bergerac, bet sevenet gant Jean-Paul Rappeneau (Ledaktor)
- 1990 : Le Lyonnais (pennad : Taggers), bet sevenet gant Cyril Collard (skinwel)
- 1991 : Tous les matins du monde, bet sevenet gant Alain Corneau
- 1992 : Les Paroles invisibles, bet sevenet gant Étienne Faure (court-métrage)
- 1993 : Cible émouvante, bet sevenet gant Pierre Salvadori
- 1994 : L'histoire du garçon qui voulait qu'on l'embrasse, bet sevenet gant Philippe Harel
- 1995 : Les Apprentis, bet sevenet gant Pierre Salvadori
- 1996 : Ricky, bet sevenet gant Philippe Setbon
- 1996 : L'@mour est à réinventer (Pennad : Dans la décapotable), bet sevenet gant Merzak Allouache
- 1997 : Le Constat, bet sevenet gant Olivier Bardy (film berr)
- 1997 : Sans titre , bet sevenet gant Leos Carax (film-berr)
- 1997 : Marthe, bet sevenet gant Jean-Loup Hubert
- 1997 : Alliance cherche doigt, bet sevenet gant Jean-Pierre Mocky
- 1998 : ...Comme elle respire, bet sevenet gant Pierre Salvadori
- 1998 : Le Comte de Monte-Cristo, bet sevenet gant Josée Dayan (skinwel)
- 1999 : Pola X, bet sevenet gant Leos Carax
- 2000 : Elle et lui au 14e étage, bet sevenet gant Sophie Blondy
- 2000 : Le Détour, bet sevenet gant Pierre Salvadori (skinwel)
- 2000 : Les Marchands de sable, bet sevenet gant Pierre Salvadori
- 2000 : Aime ton père, bet sevenet gant Jacob Berger
- 2000 : Les Misérables, bet sevenet gant Josée Dayan (skinwel)
- 2001 : Zaïde, un petit air de vengeance, bet sevenet gant Josée Dayan (skinwel)
- 2001 : Amour, prozac et autres curiosités (Amor, curiosidad, prozak y dudas), bet sevenet gant Miguel Santesmases
- 2001 : L'Aquarium, bet sevenet gant Mathieu Baillargeon (film berr)
- 2001 : Comme un avion, bet sevenet gant Marie-France Pisier
- 2002 : Peau d'Ange, bet sevenet gant Vincent Pérez
- 2002 : Napoléon , bet sevenet gant Yves Simoneau (skinwel)
- 2002 : Le Pharmacien de garde, bet sevenet gant Jean Veber
- 2003 : Process, bet sevenet gant C.S. Leigh
- 2004 : Milady, bet sevenet gant Josée Dayan (skinwel)
- 2005 : Les Rois maudits (skinwel), bet sevenet gant Josée Dayan
- 2006 : Célibataires, bet sevenet gant Jean-Michel Verner
- 2006 : Peur(s) du noir, bet sevenet gant Blutch, Charles Burns, Marie Caillou, Pierre Di Sciullo, Lorenzo Mattotti ha Richard McGuire (bevaat, mouezh Carl)
- 2007 : Ne touchez pas la hache, bet sevenet gant Jacques Rivette
- 2007 : La France bet sevenet gant Serge Bozon
- 2007 : Les Yeux bandés, bet sevenet gant Thomas Lilti
- 2008 : Versailles, bet sevenet gant Pierre Schöller
- 2008 : Stella, bet sevenet gant Sylvie Verheyde
- 2008 : De la guerre, bet sevenet gant Bertrand Bonello
Garedonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- César an diwanaer gwellañ e 1996 evit ar film Les Apprentis
- Priz Jean-Gabin e 1996
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Guillaume Depardieu ha Marc-Olivier Fogiel, Tout donner, embannadurioù Plon, 2004 (ISBN 2259198937)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Guillaume Depardieu est mort!. Lennet d'ar 14 a viz Here 2008
- ↑ Mort brutale de Guillaume Depardieu. Lennet d'ar 14 a viz Here 2008
- ↑ http://tempsreel.nouvelobs.com/actualites/people/20081013.OBS5641/
- ↑ 4,0 ha4,1 [http://www.lefigaro.fr/cinema/2008/10/14/03002-20081014ARTFIG00457-guillaume-depardieu-l-ecorche-vif-.php Guillaume Depardieu, l'écorché vif, ur pennad embannet gant Olivier Delcroix hag Emmanuèle Frois d’ar 14 a viz Here 2008 er gazetenn le Figaro
- ↑ 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Guillaume Depardieu, une vie à jouer avec le feu gant Isabelle Regnier, ur pennad diwar-benn marv Guillaume Depardieu bet embannet er gazetenn Le Monde d’ar 14 a viz Here 2008
- ↑ 6,0 ha6,1 « L'acteur Guillaume Depardieu est mort », Le Point, d’an 13 a viz Here 2008.
- ↑ Guillaume Depardieu : les vertiges d’un sale gosse gant Elsa Vigoureux, ur pennad bet embannet er gelaouenn Nouvel Observateur d’ar Yaou 18 a viz Gwengolo 2003
- ↑ Guillaume Depardieu au tribunal, ur pennad a oa bet embannet war al lec'hienn Genrouedad Dépêche.fr d’an 9 a viz Gwengolo 2003
- ↑ Une infection foudroyante
- ↑ « Guillaume Depardieu n'est plus », Peoplestar.tv, 13 Octobre 2008.