Hent ar groaz
Neuz
Hent ar groaz (via crucis e latin) zo un ober relijiel katolik, graet a-unan pe a-stroll, e koun pevarzek darvoud eus Pasion Jezuz hag a fell d'ar gristenien rannañ gant Jezuz, gwelet evel Salver ar bed. E meur a iliz e weler pevarzek arouez eus ar Basion, taolennoù pe kroazioù, hag anvet int hent ar groaz.
Lidoù da hent ar groaz a vez graet en ilizoù pe en-dro dezho e-pad ar C'horaiz ha dreist-holl da Wener ar Groaz.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Iliz Itron-Varia Runan ez eus arouezioù koad e stumm ur groaz, ha brezhoneg warne.