Holmiom
| ||||
---|---|---|---|---|
Disproziom – Holmiom – Erbiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 67 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 164,930 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f11 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 29, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,23 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 580,986 kJ/mol 2 : 1 138,526 kJ/mol 3 : 2 203,723 kJ/mol 4 : 4 100,623 kJ/mol | |||
Skin atomek | 230 pm | |||
Skin kenamsav | 179 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 8,797 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 472 °C | |||
Bervverk | 2 700 °C | |||
Tredanharzusted | 814 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Un elfenn gimiek eo an holmiom ; Ho eo e arouez kimiek, 67 e niver atomek ha 164,930 e dolz atomek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1878 e voe dizoloet an holmiom gant ar gimiourien suis Marc Delafontaine ha Jacques-Louis Soret e Geneva, dre spektrografiezh.
En hevelep bloavezh e voe dizoloet ivez gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve, pa oa o labourat war okisidenn erbiom. Div elfenn a gavas : unan vrun, a anvas holmia diwar anv latin Stockholm, hag unan wer a anvas thulia a oa tuliom oksidet.
Den ne oar piv zo deuet a-benn da gaou holmiom glan, rak disproziom a oa c'hoazh da vezañ didoueziet diouzh an holmiom a oa bet studiet.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal eo an holmiom ; kemmañ a ra e liv hervez ar gouloù : melen eo e gouloù an deiz, ruz-orañjez dindan gouloù triliv (glas + gwer + melen). Govelius a-walc'h eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Ferromagnetek eo an holmiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15 °C : treiñ a ra da warell. Kewarellek eo en 20 °C, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buan e tazgwered an holmiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
- Dilufrañ gorrek a ra an holmiom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ :
- 4 Ho + 3 O2 → 2 Ho2O3 (trioksidenn holmiom)
- Aes ivez eo dileizhañ an holmiom en drenkenn sulfurek :
- 2 Ho [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Ho3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
- Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Ho pa vez tommoc'h eget 200 °C :
- 2 Ho [k] + 3 X2 [g] → 2 HoX3 [k]
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un izotop hepken eus Ho a gaver en natur : Ho-165.
Skinizotopoù skinoberiek zo bet kevanaozet, 163Ho o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 4 570 bloavezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
163Ho | kevanaozet | 4 570 bloavezh | 163Dy |
164Ho | kevanaozet | 29 mn | 164Dy |
165Ho | 100 | stabil, 98 neutron | |
166Ho | kevanaozet | 26,763 eurvezh | 166Er |
167Ho | kevanaozet | 3,1 eurvezh | 167Er |
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwarelloù eo arver pennañ an holmiom, peogwir ez eo ar metal muiañ-gwarellek en natur ; gantañ e c'haner ar gwarellvaezioù kreñvañ.
- Holmiom a implijer er barrennoù a reoilh al lonkañ neutronoù er c'hreizennoù derc'hanel.
- Laseroù a farder gant Ho, evit bezañ arveret er vezegiezh (surjianerezh an dent hag an daoulagad) hag e greanterezh al luc'hedañvoù.
- E greanterezh ar gwer ez implijer holmiom da reiñ livioù melen pe ruz. Da stalonañ ar skalfadluc'hventerioù e talvez ar gwer-se ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |