Mont d’an endalc’had

Koskoriad an Heol

Eus Wikipedia

Koskoriad an Heol, pe sistem an Heol[1], a vez graet eus hollad ar c'horfoù-egor a zo tro-dro d'an Heol, da lavaret eo ar planedennoù – hag o loarennoù, ar planedennoù-korr, ar c'horfoù bihan eus Koskoriad an Heol (asteroidennoù, stered-lostek, danvez etreplanedennel…), hag an Heol end-eeun.

Planedennoù koskoriad an Heol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koskoriad an Heol
(N’emañ ket an dresadenn diouzh ar skeul)
Arouez Planedenn Treuzkiz kehederel Mas Hanter-ahel bras Prantad kelc’htreiñ (devezh) Prantad siderel (bloavezh)
Mercury Merc'her 0,3829 0,06 0,38 58,65 d 87,969 d
Venus Gwener 0,9499 0,82 0,72 243,02 d 224,701 d
Earth Douar 1 1 1 1 d 365,256 d
Mars Meurzh 0,533 0,11 1,52 1,026 d 1 bl 321 d
Jupiter Yaou 11,209 318 5,20 0,414 d 11 bl 314 d
Saturn Sadorn 9,449 95 9,54 0,444 d 29 bl 167 d
Uranus Ouran 4,007 14,6 19,22 0,718 d 84 bl 7 d
Neptune Neizhan 3,883 17,2 30,06 0,671 d 164 bl 280 d

Diwar talvoudoù mentoù an Douar (lakaet da ziazez ; Douar = 1, pe un deiz-Douar pe ur bloaz-Douar) e vez jedet talvoudoù mentoù pep planedenn.

Douarheñvel, un derc'henn hag ur bluskenn oc'h ober anezho, eo Merc’her, Gwener, Douar ha Meurzh.

Planedennoù ramzel ha gazel eo ar re all (Yaou, Sadorn, Ouran ha Neizhan).

N'emañ ket Ploudon war roll ar planedennoù ken abaoe ar 24 a viz Eost 2006.

Planedennoù-korr koskoriad an Heol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arouez Planedenn Treuzkiz
kehederel
Mas Hanter-ahel bras Prantad kelc’htreiñ (devezh) Prantad siderel (bloavezh)
⚳ (1) Ceres 0,15 2,5-2,9 4,6 bl
⯓ (134340) Ploudon 0,18 0,0017 39,5 6,387 d 248,5 bl
⯰ (136199) Eris 0,19 37,77-97,56 557 bl
Lec'hiadur koskoriad an Heol (Sun) en Hent Sant-Jakez

N'eo ket gwall vras ar c'hornad m'emaomp o vevañ e-keñver e ardremez.
Evit meizañ gwelloc'h ar mentoù ez eo mat kaout soñj eus ar c'hementadoù-mañ :

  • 106 km = 1 000 000 km, ur milion a gilometroù (0,668 % eus an hed etre an Douar hag an Heol) ;
  • 109 km = 1 000 000 000 km, ur miliard a gilometroù (6,685 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ;
  • 1012 km = 1 000 000 000 000 km, ur milmiliard[2] a gilometroù (6 684,587 gwech an hed etre an Douar hag an Heol) ;
  • 1015 km = 1 000 000 000 000 000 km, ur milionmiliard a gilometroù (6 684 587,153 gwech an hed etre an Douar hag an Heol).

Emañ koskoriad an Heol en unan eus an 200 × 109 (200 miliard) a c'halaksiennoù a zo en hollved a c'hall mab-den arvestiñ outo.

Hent Sant-Jakez eo hor galaksienn, anezhi unan droellennek varrennet (doare Hubble SB neuze) war-dro 100 000 a vloavezhioù-gouloù he zreuzkiz, da lavaret eo 946 × 1015 km (946 073 a vilionmiliardoù a gilometroù), ha war-dro 200 miliard a stered enni – n'eo an Heol nemet unan dister a-walc'h anezho.

Emañ an Heol en ur vrec'h diavaez anvet Orion-Alarc'h, war-dro 3 500 a vloavezhioù-gouloù (33 112 556 × 1012 km) he zreuz ha war-dro 10 000 a vloavezhioù-gouloù he hirder (1/10 hepken eus treuzkiz ar c'halaksienn neuze).

En-dro d'ar steredennig a anvomp Heol e tro eizh planedenn : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan (ha Ploudon, ur blanedenn-gorr, a vo lezet a-gostez er rannbennad-mañ, hag un toullad korfoù-egor all ha n'int ket planedennoù). Koskoriad an Heol eo hollad ar c'horfoù-egor-se, war-dro 444 346 991 655,567 km e dreuzkiz krenn, da lavaret eo 0,000 000 004 7 % eus hirder ar vrec'h ha 0,000 000 013 % eus he zreuzkiz.

Setu amañ dindan ur sell eus koskoriad an Heol. Diouzh ar skeul emañ an hedoù. Mentoù ar planedennoù avat n'int ket.

Mar fell deoc'h lakaat mentoù ar planedennoù diouzh ar skeul war ho skramm, kemerit ar blanedenn vihanañ, Merc'her, da ziazez : ur piksel (1 px) e vo treuzkiz Merc'her neuze.

Setu amañ, e pikseloù, treuzkizoù planedennoù koskoriad an Heol hag an hedoù etre pep planedenn hag an Heol.

Korf-egor Treuzkiz Hed
Heol
Heol
327 px 0 px
Merc'her
Merc'her
1 px 4 397 px
Gwener
Gwener
3 px 8 425 px
Douar
Douar
3 px 11 727 px
Meurzh
Meurzh
2 px 16 200 px
Yaou
Yaou
29 px 58 054 px
Sadorn
Sadorn
25 px 105 829 px
Ouran
Ouran
10 px 214 965 px
Neizhan
Neizhan
10 px 349 597 px

Neuze, 349 597 px eo an hed etre Neizhan hag an Heol mard eo 1 px ment Merc'her. Mard eo 1 920 px ledander ho skramm (21" / 21 meutad) e rankit kaout 182 skramm evit gwelet skin koskoriad an Heol, da lavaret eo 364 skramm evit e welet gant kelc'htro Neizhan en he fezh – ha n'eo nemet ur boultrenn e brec'h Orion-Alarc'h.

Moarvat n'hoc'h eus ket arc'hant a-walc'h evit prenañ 364 skramm 21", ha berr eo an amzer ganeoc'h evit sevel ur skeudenn ken ledan ha 349 597 piksel.
Ma prenit paper milimetret ha ma lakait Merc'her = 1 mm : gant ur follenn baper 699,194 metr he ledander e c'hallot tresañ koskoriad an Heol (ne vo milimetr ebet evit ar marzhoù kleiz ha dehou avat, prenit ur follenn 700 metr kentoc'h).

Diouzh ar skeul emañ ar planedennoù amañ (an hedoù avat n'int ket)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An heol ha planedennoù koskoriad an Heol skeudennaouet keñver-ha-keñver
An heol ha planedennoù koskoriad an Heol skeudennaouet keñver-ha-keñver.
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, Éditions Apogée, 2006 (ISBN 978-2-84398-249-1)
  1. "Sistem an Heol" hervez Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù, brezhoneg21
  2. Hag-eñ emañ ar ger bilion e Geriadur brezhoneg An Here e vez amjestr e implijout, rak pa vez implijet an niver daou e vez mesket 2 000 000, daou v·milion, ha 2 000 000 000 000, daou v·bilion. Rak-se e c'hallfed ober gant milmiliard evit an niver 1012. Evit an niver 1015 e c'hallfed ober gant milionmiliard.
Koskoriad an Heol
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol