Marcomanni
Marcomanni a reer eus ur bobl c'herman kreñv a-walc'h a oa diazezet en hanternoz d'an Danav, el lec'h m'emañ Tchekia bremañ.
O anavezout a reomp dre skridoù tud evel an istorour Tacitus pe an douaroniour Strabon. Moarvat e oant kerent d'ar Sueved. Krediñ a reer e teu o anv eus daou c'her henc'hermanek, a zo aet en alamaneg bremañ da "Mark" (harzoù) ha "Männer" (tud) : "tud an harzoù" e vijent eta.
Ar meneg kentañ anezho zo e skridoù Julius Caesar, pa voent o stourm, a-gevret gant Sueved Ariovistus, a-enep ar Romaned e Galia, goude treuziñ ar Roen.
En Eil kantved e oant kevreet gant pobloù all, evel ar Vandaled hag ar Sarmated, a-enep an Impalaeriezh Roman, moarvat dre ma veze bountet warno gant pobloù all, evel ar C'hoted. Hervez an istorour Eutropius e voe emgannoù etre soudarded roman an impalaer Marcus Aurelius hag emglev ar C'hermaned e-pad tri bloaz, e kreñvlec'h Carnuntum e Pannonia. Gant Eutropius e voe keñveriet ar brezel-se, ha trec'h Marcus Aurelius, a-benn ar fin, ouzh ar Brezelioù punek : da gentañ e oa bet trec'het ar Romaned, gallet o doa ar Marcomani mont e-barzh proviñsoù roman Pannonia ha Noricum, ha ne oant bet harzet nemet pa oant o vont da dizhout Aquileia war ribl Mor Adria.
Marteze e voe kristenaet ar Marcomanni e dibenn ar IVe kantved, rak kenskrivañ a reas o rouanez Fritigil gant sant Ambroaz Milano war-dro 396.
D'ar mare-se ivez e rankjont talañ ouzh donedigezh an Huned e-kreiz Europa : meur a bobl c'herman a guitaas o douaroù da neuze da vont war-zu Galia. Un armead Sueved, Marcomanni, Vandaled hag Alaned a dreuzas ar Roen e 406 hag ar Pireneoù e 409, ha mont a rejont betek Gallaecia, e kornôg al ledenez iberek. Eno e voe savet ganto ur rouantelezh suev.