Schwerin
Schwerin | |||
---|---|---|---|
Kastell Schwerin | |||
Lec'hiadur | |||
| |||
Titouroù | |||
Gorread | 130, 46 km² | ||
Poblañs | 95 855 (12/2007) | ||
Stankted | 735 den/km² | ||
Uhelder | 38 m | ||
Kod post | 19053 19055 19057 19059 19061 19063 | ||
Pellgomz | 0385 | ||
Politikerezh | |||
Bro | Alamagn | ||
Land | Mecklenburg-Vorpommern | ||
Karterioù | 18 Ortsteile | ||
Maerez | Angelika Gramkow, Die Linke | ||
Lec'hienn | www.schwerin.de |
Schwerin a zo ur gêr e norzh Alamagn, ha kêrbenn Land Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. E dibenn 2007 e oa 95 855 annezad enni.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tro-dro da Schwerin ez eus kalz lennoù, an hini vrasañ anezho, anvet Schweriner See, a zo 60km² gorread dezhañ. War inizi e-touez al lennoù e oa ar bobl abotrit o chom en XIvet kantved. Anvet e oa al lec'h-se Zuarin, ha sed orin anv Schwerin. E 1160 e voe trec'het an Abotrided gant Herri al Leon hag a dapas Schwerin ivez. Azalek ar mare-se e teuas da vezañ ur gêr a-bouez : savet e voe ur c'hastell hag a voe kresket a-hed ar c'hantvedoù. Lavaret e vez e vefe ennañ un tasmant anvet Petermännchen.
E 1358 e timezas Alberzh III Mecklenburg da Richardis von Schwerin, ha neuze e teuas Schwerin da vezañ ul lodenn eus dugelezh Mecklenburg, hag enni en em stalias an duged. War-dro 1500 e krogas chanters evel kastell Schwerin, m'edo an duged o chom. Goude ma vefe bet rannet Mecklenburg e 1621 e teuas Schwerin da vezañ kêrbenn Dugelezh Mecklenburg-Schwerin. Etre 1765 ha 1837 e voe lakaet Ludwigslust da gêrbenn, ha Schwerin en-dro goude-se.
Goude 1918 hag an dispac'h en Alamagn e voe diskaret ar roueelezh, hag and dug a roas e zilez. Dont a reas neuze Schwerin da vezañ kêrbenn stad dieub Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Da zibenn an Eil Brezel-Bed (d'an 2 a viz Mae 1945) e vo tapet Schwerin gant an arme amerikan. D'ar 1añ a viz Even e voe roet d'ar Vreizhveuriz, ha d'ar 1añ a viz Gouhere e voe roet d'ar Soviediz, peogwir e rankas an Amerikaned hag ar Vreizhveuriz distreiñ d'o zakadoù-aloubiñ. Aloubet e voe Schwerin gant ar Soviediz hag e teuas da vezañ ul lodenn eus DDR. Divodet e voe ar stadoù en DDR e 1952, ha dont a reas Schwerin da vezañ kêrbenn distrig Schwerin. Ur wech adunvanet Alamagn e 1990 e voe adsavet stad Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Da zibab a oa etre Rostock ha Schwerin, ha Schwerin eo a voe lakaet da gêrbenn.
Savadurioù dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kastell Schwerin, war un enezenn el lenn Schweriner See. Sez Landtag Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg eo hiziv an deiz
- Iliz-veur Schwerin, savet etre 1260 ha 1416
- Park an Alter Garten (al Liorzh kozh) : tro-dro ez eus savadurioù eus an XVIIIvet kantved evel an Altes Palais (ar Palez kozh), ar Staatliches Museum Schwerin (Mirdi-stad an arzoù) savet etre 1877 ha 1882, hag ar Staatstheater (c'hoariva-kêr), savet e 1886
- An ti-kêr bet savet en XVIIIvet kantved
- Schelfkirche : un iliz bet savet e 1238, hag adsavet e 1713 goude ma vefe bet distrujet gant ur gorventenn
- Television mast Schwerin-Zippendorf
Mirdioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Staatliches Museum Schwerin-Kunstsammlungen ma kaver ur dastumad arzoù alaman ha nederlandat eus ar XVvet betek an XIXvet kantved : oberennoù gant Rembrandt, Lucas Cranach gozh ha Rubens. Hag ivez arz alaman ar Grennamzer, porselen Dresden, livadurioù an XVIIIvet kantved, hag oberennoù modernoc'h evel livadurioù gant Max Liebermann.
- An Technische Museum, staliet er Marstall (Krevier ar roue).
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kastell Schwerin
-
Pfaffenteich hag an iliz-veur
-
Schwerin
-
Ardamez, 1939–91
-
Iliz Sant-Baol
-
Fridericianeum
-
An ti-kêr
-
Ar Mirdi-stad
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vaasa, Finland, abaoe 1965
- Reggio Emilia, Italia, abaoe 1966
- Wuppertal, Alamagn, abaoe 1987
- Tallinn, Estonia, abaoe 1993
- Odense, Danmark, abaoe 1995
- Piła, Polonia, abaoe 1996
- Milwaukee (Wisconsin), Stadoù-Unanet, abaoe 199)
- Växjö, Sveden, abaoe 1999
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |