Thomas Sankara
Thomas Sankara, lesanvet Che Guevara Afrika, (21 a viz Kerzu 1949 - 15 a viz Here 1987) a oa ur soudard hag ur politikour eus Burkina Faso, bet prezidant ar vro adalek 1983 betek e varv.
E 1976 e kemeras perzh e krouidigezh ar ROC (Regroupement des Officiers Communistes), asambles gant Blaise Compaoré. Labourat a reas e gouarnamant Saye Zerbo adalek miz Gwengolo 1981 betek ma roas e zilez e miz Ebrel 1982. Goude taol-Stad Jean-Baptiste Ouédraogo e voe anvet da Vinistr kentañ met skarzhet e voe e miz Mae 1983, marteze diwar intrudu Bro-C'hall.
D'ar 4 a viz Eost 1983 en em gavas prezidant, e penn ur c'huzul broadel dispac'hel, goude un taol-Stad a-enep Ouédraogo. Lakaat a reas neuze e plas ur politikerezh enep-impalaerouriezh. En e brezegennoù e rebeche ouzh Bro-C'hall he spered trevadennel en Afrika. Cheñch a reas anv ar vro, Volta-Uhel hag a zegase da soñj en drevadennerien bet, e Burkina Faso.
Lazhet e voe d'ar 15 a viz Here 1987 en un taol-Stad aozet gant Blaise Compaoré, sikouret moarvat gant Bro-C'hall.
Prezidanted Burkina Faso |
|||||
---|---|---|---|---|---|
|