Troad arbennel
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad arbennel (saoz.: causal case pe causative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ arbenn pe abeg un dra bennak, o klotaat mui-pe-vui gant "abalamour da" e brezhoneg.
Unan eus tri arc'hwel an trede "stad" pe troad an tibeteg eo an arbennerezh, merket gant al lostger "-yi", da skouer:
- E tibeteg:
- tch'ou.t'ik.guiune.tou.pap.pa.yi[1]
- (dour takenn dibaouez kouezhañ ARBENN.)
- "Abalamour da red dibaouez an dour"
Implijet e vez ivez gant an euskareg, merket gant al lostger "-arengatik", ha gant an hungareg, merket gant an enger "-ért-", da skouer:
- En hungareg:
- Hálás leszekérte
- "Anaouedek e vin a-drugarez/abalamour d'an dra-se"
- Miért nem dobtad ki?
- "Abalamour da betra (=Perak) n'ec'h eus ket e stlapet er-maez?"
Mammennoù:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Buéso, Gilbert (1998) Parlons tibétain, Pariz: L'Harmattan