Ur gourtizanez (eus ar ger gallek courtisane) a veze lavaret e brezhoneg eus ar merc'hed a renk uhel a werzhe o c'horf da dud pinvidik ha galloudus.

Veronica Franco, a oa barzhez ha kourtizanez e Venezia er XVIvet kantved.
Poltred ar Vreizhadez Louise de Kéroualle, gant al livour saoz Peter Lely. Serc'h ar roue saoz Charlez II e oa.

Gerdarzh

kemmañ

Hervez istor ar ger gallek e oa kaoz eus tud e lez ar roue a oa prest d'e servij. Tud a lez ne oa ken da gentañ. Met tamm ha tamm e voe prest lod merc'hed da servij ar roue betek en e wele.
En Italia an Azginivelezh e oa brudet lod merc'hed da vezañ kourtizanezed, da lavarout eo gisti a renk uhel. D'ar mare-se eo e veze kaoz eus Kourtizanez Veur Babilon, a yae dorn-ha-dorn gant an Antekrist. En un engravadur brudet eus 1498 gant Albrecht Dürer e weler anezhi evel ur gourtizanez eus Venezia, bet livet gantañ un nebeud bloavezhioù kent

Er XVIIvet ha XVIIIvet kantved e oa brudet kourtizanezed ar rouaned c'hall Loeiz XIV ha Loeiz XV, hag Antoinette Voisin dreist ar re all, ha re ar roue saoz Charlez II.

E dibenn an XIXvet kantved e oa brudet kourtizanezed evel Caroline Otero ha Liane de Pougy ha serc'hed ar roue saoz Edouarzh VIII, evel Lillie Langtry pe Hortense Schneider.

El lennegezh

kemmañ
  • Amañ ne vez graet kemm ebet etre gast ha kourtizanez:

Na c’hwi, kourtizanez, gant ho lapous bihan,
C’hwi a zo ur c’hast fall en servij ar re-mañ
Sainte Tryphine et le Roi Arthur, Fañch an Uhel, 1863, p. 110

Kourtizanezed brudet

kemmañ

Betek ar Grennamzer

kemmañ
 
Poltred Lais Korintos gant Hans Holbein the Younger, Kunstmuseum Basel

XVvet kantved

kemmañ

XVIvet kantved

kemmañ

XVIIvet kantved

kemmañ
 
Ninon de Lenclos
 
Madame de Montespan
 
Ida Saint-Elme

XVIIIvet kantved

kemmañ
 
Madame de Pompadour, gant Maurice Quentin de La Tour, Mirdi al Louvre, Pariz
 
Mademoiselle O'Murphy, livet gant François Boucher.

XIXvet kantved

kemmañ
 
Mata Hari

El lennegezh

kemmañ

E filmoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Richardson J., The Courtesans: The Demi-Monde in 19th-Century France. Cleveland: World Pub. Co., 1967
  • Griffin S., The book of the courtesans: a catalogue of their virtues. New York: Broadway Books, 2001

Liammoù diavaez

kemmañ