Mont d’an endalc’had

Marie Curie

Eus Wikipedia
Marie Curie
E-tro 1920


Anv Maria Salomea Skłodowska
Ganedigezh 7 Du 1867 e Warszawa
Rouantelezh Polonia
Marv 4 Gouere 1934
e Passy, Haute-Savoie
Bro-C'hall Bro-C'hall
Broadelezh Restr:Floag of France.svg Gall (1895 —)
Stummadur Skol-veur Pariz

Pried Pierre Curie
Bugale Irène Joliot-Curie
Ève Curie
Pennoberennoù
Enorioù

1903 : Rouantelezh-Unanet Davy Medal
1903 : Sveden Priz Nobel ar Fizik
1904 : Italia Medaglia Matteucci
1907 : Rouantelezh-Unanet Actonian Prize
1909 : Pennsylvania Elliott Cresson Medal
1910 : Rouantelezh-Unanet Albert Medal
1911 : Sveden Priz Nobel ar Gimiezh
1921 : Illinois Willard Gibbs Award
1921 : Pennsylvania John Scott Medal
1931 : Bro-Skos Cameron Prize for Therapeutics of the University of Edinburgh

Maria Salomea Skłodowska-Curie, bet ganet d'ar 7 a viz Du 1867 e Warszawa (Rouantelezh Polonia) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Gouhere 1934 e Passy (Haute-Savoie), a oa ur gimiourez hag ur fizikourez polonat, deuet da vezañ keodedourez c'hall da heul he dimeziñ gant Pierre Curie.

Tapet he doa priz Nobel ar fizik e 1903 asambles gant he gwaz Pierre Curie hag Henri Becquerel, gant he labourioù war ar skinoberiegezh. Priziet e oa bet un eil gwezh evit he labour war ar poloniom ha war ar radiom e 1911. Ar vaouez nemeti eo da vezañ gounezet daou briz Nobel[1]. Hi ivez eo ar c'hentañ maouez tapet ganti Medalenn Davy gant sikour he gwaz war ar radiom[2] e 1903.

E Varsovia, e Rouantelezh Polonia, eo bet ganet Maria Skłodowska, merc'h da vBronisława Boguska, mestrez-skol, ha da Władysław Skłodowski, kelenner war ar matematikoù hag ar fizik. Ar bidoc'hig e oa en un tiegezh pemp a vugale. E-korf daou vloaz e kollas he c'hoar henañ, falc'het gant an tifuz e 1876, hag he mamm, aet gant an droug-skevent e 1878. En em ouestlañ a reas Maria d'ar studi diwar neuze, hag ar fizik a blije kalz dezhi dija. D'he 15 vloaz e tapas he diplom eil derez gant ar vedalenn aour. E Polonia e oa difennet ouzh ar merc'hed mont d'ar skol-veur ; hogen fellout a rae da Varia kenderc'hel gant he studioù e Pariz, evel he c'hoar Bronia. Setu perak ez eas da ouarnerez, abalamour da arboellañ arc'hant.

E 1891 e c'hallas kuitaat he bro a-benn ar fin, ha mont da Frañs ma troas hec'h anv-bihan da Marie. E Pariz e lakaas hec'h anv e Skol-veur ar Skiantoù : div aotreegezh a yeas ganti lerc'h-ouzh-lerc'h, an eil war ar fizik e 1893 (d'ar renk kentañ), eben war ar matematikoù e 1894 (d'an eil renk). Stagañ a reas gant an enklaskerezh skiantel e labourva Gabriel Lippmann, hag hi da studiañ perzhioù ar seurtoù dir. Goude-se ez eas da Skol uhel ar fizik hag ar gimiezh industriel da labourat gant Pierre Curie. Kouezhañ a reas an daou genlabourer e karantez, ha bloaz goude, e miz Gouere 1895, e timezjont. E 1896 he doa bet an agregadur war ar matematikoù (d'ar renk kentañ), hep mont da gelennerez avat. E 1897 e c'hanas he merc'h kentañ, Irène.

Labour war ar skinoberiegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marie Curie a zivizas studiañ ar skinoberiegezh, prestik goude ma oa bet kavet ar skinoù X (e 1895, gant Röntgen) ha skinoù an uraniom (e 1896, gant Becquerel). Studiañ a reas ar skiantourez an uraniom, ha kompren e oa skinoberius dre natur. Pa studias kailhoù uraninit ha torbernit e komprenas ivez e oa danvezioù skinoberius all, ouzhpenn an uraniom. E 1898 e kavas unan anezho, an thorium. Diwar neuze e paouezas Pierre Curie gant e enklaskoù, ha kregiñ da labourat nemet war ar skinoberiegezh asambles gant e wreg. E 1898 e kavjont div elfenn dianav betek-henn : ar poloniom (a daol 400 gwech muioc'h a skinoù evit an uraniom) hag ar radiom (a daol 5000 gwech muioc'h a skinoù evit ar poloniom). Evit komz eus an nevezentioù-se e voe savet ganto ar gerioù radioactivité, polonium ha radium – an eil diwar anv he bro c'henidik, an trede diwar ar ger latin radius [= skin]. Priz Nobel ar fizik a yeas ganto e miz Kerzu 1903, ha gant Henri Becquerel, abalamour d'an holl labourioù-se war ar skinoberiegezh.

Ensavadur ar Radiom

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An diplom roet gant Priz Nobel ar gimiezh e 1911.

E miz Kerzu 1904 e oa bet ganet Ève, eil merc'h Maria ha Pierre. Hennezh a yeas da Anaon en un doare trumm ha dic'hortoz, e miz Ebrel 1906, flastret gant ur c'harr dre gezeg e kreiz-kêr Pariz. Daoust ma oa rannet he c'halon e asantas Marie kemer plas he gwaz e Skol-veur ar Skiantoù, ha mont da gelennerez fizik enni.

War un dro e kendalc'he gant hec'h enklaskoù war ar skinoberiegezh, hep bezañ sikouret nemeur. Kement-se a zisplije da rener an Ensavadur Pasteur, a reas e seizh gwellañ evit sevel un ensavadur nevez, abalamour da aesaat he labour. E 1809 e voe digoret an Institut du Radium (deuet da vezañ an Institut Curie), ha lakaet Marie Curie da renerez anezhañ. Bloaz goude e teuas da benn ar skiantourez da zispartiañ ar radiom evit ar wech kentañ. Priz Nobel ar gimiezh a voe roet dezhi e 1911. Biskoazh ne oa aet daou briz Nobel disheñvel gant ar memes den, hag abaoe n'eo c'hoarvezet nemet ur wech (gant Linus Pauling). Ne voe ket degemeret da ezel gant paotred Akademiezh ar skiantoù avat : e Frañs e veze gwelet evel un estrañjourez gant lod, daoust ma tegase berzh ha brud d'ar vro.

Marie Curie a yeas bihan he c'halon e 1911 abalamour d'an « afer Langevin ». Roet e oa bet da c'houzout gant kazetennoù e taremprede Paul Langevin, ur skiantour dimezet – abalamour d'an avoultriezh e voe taget taer gant tud zo. E-pad 14 miz e tiskrogas diouzh al labour. E Breizh e kavas repu, e Plaeraneg. E miz Kerzu 1912 e adstagas ganti en diwezh, e Ensavadur ar Radiom, a oa bet peursavet e labourvaoù erfin.

Ar Brezel-bed kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Medisinerezh an arme a reas ur pezh araokadenn a-drugarez dezhi e-pad ar Brezel 14. Ur rann radiologiezh a aozas Marie Curie, asambles gant ar Groaz Ruz. Lakaat a reas ur rouedad kreizennoù radiologiezh war sav, en ospitalioù hag ivez war an dachenn, e-barzh kamionoù (lesanvet « les petites Curies » gant ar soudarded). E-giz-se e veze aesoc'h d'ar surjianed oberata – tennañ boledoù ha tammoù obuz, divizout troc'hañ ur vrec'h pe ur c'har, pe chom hep en ober. Stummañ a reas klañvdiourezed war ar radiologiezh, ha tremen hec'h aotre bleniañ evit mont da labourat war an talbenn gant he merc'h Irène.

Ouzhpenn ur milion a soudarded a vije bet sikouret gant ar servij-se e-pad ar brezel. N'eo ket bet anavezet al labour-se gant ar Stad c'hall gwech ebet : n'he deus resevet Marie Curie medalenn ebet.

Ensavadur Curie hag Instytut Radowy

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marie Curie (a-zehou) o labourat gant he merc'h Irène e 1925.

Ensavadur ar Radiom a oa ennañ ur rann ma veze studiet efedoù ar skinoberiegezh war mab-den. Evit mont pelloc'h gant an enklaskoù war an doareoù da dretañ ar c'hrignoù-bev ganti e voe savet an Ensavadur Curie (Institut Curie) e 1921 gant Marie Curie ha Claudius Regaud, gant skoazell Henri de Rothschild. Ker e kouste an dafar, hag evit dastum arc'hant e voe implijet brud ar skiantourez. Mont a reas d'ar Stadoù-Unanet d'ober prezegennoù, ha degemeret e voe war an ton bras gant ar prezidant Warren G. Harding hag e wreg. E-giz-se e rastellas arc'hant a-walc'h evit pourchas ostilhoù d'al labourva nevez.

Dilennet e voe Marie Curie en Akademiezh ar Vezegiezh, met nac'h a reas resev al Lejion a Enor. E 1923 e skrivas al levr Pierre Curie diwar-benn he gwaz. Merket e oa bet gant ar Brezel 14, ha se zo kaoz e asantas kemer perzh en ur bodad eus Kevredigezh ar Broadoù : ezel e voe eus ar Poellgor etrebroadel evit ar c'henoberoù intelektuel etre 1922 ha 1934.

A-viskoazh eo chomet tomm Marie Curie d'he bro c'henidik. Desket he deus poloneg d'he merc'hed, da skouer. Lakaat a reas en he soñj sevel un eil Ensavadur ar Radiom e Varsovia, gant sikour gouarnamant Polonia. En em zifretañ a reas evit seveniñ he c'hoant, ha mont en-dro d'ar Stadoù-Unanet da zastum arc'hant. E 1932 e voe digoret an Instytut Radowy, ha lakaet he c'hoar Bronisława da renerez.

Fin he buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1920 e voe skoet Marie Curie, ha meur a genlabourer dezhi, gant arouezioù ar c'hrign-bev : koll a reas ar gweled tamm-ha-tamm, hag en aner e voe oberataet he banneoù-lagad. Derc'hel a reas da enklask ha da ren hec'h ensavadur memes tra. Er bloavezhioù 1930 ez eas he yec'hed war zisteraat avat : gant al leukemiezh e oa skoet, evel a c'hoarvez pa vez lonket re a skinoù gant korf un den, pe e vefent skinoù skinoberius pe skinoù X. E fin miz Mezheven 1934 ez eas d'ur sanatoriom en Alpoù. D'ar 4 a viz Gouere ez eas da Anaon, d'an oad a 66 vloaz.

E bered Sceaux, e-kichen Pariz, e voe douaret da gentañ, er memes bez gant he gwaz. E 1995 e voe degaset an daou gorf-eskern d'ar Panteon, diwar c'houlenn François Mitterand, ha dirak ar prezidant poloniat Lech Wałęsa.

Pierre ha Marie Curie war un timbr embannet e Frañs e 1935.

Kavadennoù Marie Curie zo bet bras-bras o efedoù evit ar fizik hag ar gimiezh : un dispac’h skiantel eo bet he labour war skinoberiegezh ar radiom. A-drugarez dezhi ez eus bet graet araokadennoù bras war dachenn ar vedisinerezh ivez, dre adimplijout ar skinoù skinoberius evit tretañ kelligoù ar c'hrign-bev. Seul vuanoc'h eo aet ar skiant war-raok ma ne wareze ket Marie Curie he c'havadennoù gant brevedoù. Fellout a rae dezhi lakaat he labour e-kerz an holl : « d'ar bobl eo ar c'havadennoù » war a lavare.

Frouezhus koulz ha padus eo bet labour an ensavadurioù savet ganti. An Institut Curie zo kontet da vezañ unan eus ar pevar lec'h enklask pennañ war ar skinoberiegezh hiziv an deiz. Pevar skiantour anezhañ zo aet ur Priz Nobel ganto, en o zouez he merc'h hag he mab-kaer Irène ha Frédéric Joliot-Curie.

Ur skouer eo bet evit ar merc'hed ivez : aet eo gant he hent ha kaset he deus he mennad micher da benn, en desped d'ar skoilhoù niverus a zo bet lakaet war he hent, abalamour ma oa ur vaouez.

Brudet bras eo Marie Curie er bed-holl, e Polonia hag e Frañs dreist-holl, lec'h m'eo bet miret ha merket ar soñj anezhi el lec'hioù foran. Roet eo bet hec'h anv d'un toullad mat a straedoù, a skolioù, a brizioù peotramant a brogrammoù skiantel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]