Mont d’an endalc’had

Itriom

Eus Wikipedia
Itriom
StrontiomItriomZirkoniom
Sc
Y
La
taolenn beriodek, Itriom

Niver atomek 39
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 3
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d1 5s2
Niver oksidadur +3
Tredanleiegezh 1,22
Skin atomek 177,6
Tolz atomek 88,90585


1 cm3 eo ec'honad an diñs itriom.

Un elfenn gimiek eo an itriom ; Y eo e arouez kimiek, 39 e niver atomek ha 88,906 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.

Ur metal liv an arc'hant eo an itriom, a gaver e kailhoù ma 'z eus lantanidoù. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
Un 8 900 tonennad ag itriom a voe kenderc'het er bed e 2011, 8 800 anezho gant Sina ; India a roas 55 t, Brazil 15 t ha Malaysia 4 zonennad.[1]

Gant ar soudard svedat Carl Axel Arthenius e voe kavet ur mell roc'hell e kêriadenn Ytterby e-kichen Stockholm e 1787. Dre ma oa troet gant ar gimiezh e kasas tammoù anezhi da veur a gimiour.
E 1789 e kavas Johan Gaolin un elfenn nevez en e damm, hag e 1794 ez embannas disoc'hoù e zielfennadennoù.
E 1797 e voe kadarnaet an dizoloadenn gant Anders Gustaf Ekeberg, a roas an anv yttria d'an elfenn nevez abamalour ma krede dezhañ e oa unan eus al lantanidoù pe an aktinidoù. Da heul labourioù ar Gall Antoine Lavoisier (1743-1794) war termenadur an elfennoù kimiek e voe yttrium anv nevez an elfenn-se, a skriver itriom e brezhoneg.
E 1828 hepken e voe hiniennekaet ar metal gant ar c'himiour alaman Friedrich Wöhler.
Betek 1920 e voe "Yt" arouez kimiek an itriom, kent na voe lakaet da Y[2].

Ur metal orjalennus eo an itriom, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Dazgweredus a-walc'h eo an itriom : oksidet e vez en aer, ha hidrogen a ro pa vez lakaet da zaremprediñ an dour.
Pa vez bruzunet e teu da vezañ distabil en aer hag e c'hall deviñ mard eo an aer tommoc'h eget 400 ° C.

89Y eo an izotop stabil nemetañ, hag an hini nemetañ a gaver en natur.
Boutin eo an izotopoù 90Y ha 91Y a-c'houde skiriadur derc'hanel atomoù an uraniom er c'hreizennoù nukleel pe en armoù nukleel.
Tremen 30 izotop eus an itriom zo bet kevanaozet, eus 76Y betek 108Y.

Itriom ha lantanidoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken damheñvel eo an itriom ouzh al lantanidoù ma oa bet lakaet da "zouar rouez" evel al lantanidoù hag an aktinidoù er penn kentañ eus e istor ; gwir eo e vez atav lantanidoù gant an itriom pa vez kavet en douar.
Par da re al lantanidoù terbiom ha disproziom eo da geñver e zazgweredusted, ha ken tost eo e skin atomek (177,6) d'an douaroù rouez pounner ma tazgwered evelto pa vez dileizhet.

E 2011 e voe arver an itriom dasparzhet etre ar prierezh (59 %), ar vetalouriezh (39 %), ar peurrest (2 %) o vont gant ar fardañ gwarelloù, binvioù elektronek ha binvioù dre laser.[1]
Setu amañ un nebeud eus implijoù an itriom :

N'eus ket gwelloc'h eget an itriom evit an erounidoù-se ; klasket ez eus bet implijout kalkiom en e lec'h, gant disoc'hoù dipitus avat.

  1. 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 15 HER 12
  2. COPLEN Tyler B. & PEISER H. S., History of the Recommended Atomic-Weight Values from 1882 to 1997, 1998, Pure and Applied Chemistry (IUPAC (en) Liamm oberiant 15 HER 12